Gourc’hemennoù bugale ! Ar raktres oa livet, leun a veudjon, brezhonek ! Ha graet mat eo bet ! Yaouankiz er Vro petra eo ? Bugale ar skolioù Diwan, divyezheg puklik ha prevez Divaskell o tibunañ e barzh dibunadeg vras Gouel ar Gelted en Oriant. Kaset da benn gant ar strollad Kraaz hag Élodie Jaffré, edont… Continue reading Yaouakiz er Vro : ur vrav a abadenn evit an dro gentañ !
Darvoudoù
Diwan war Emvod ar Gelted en Oriant e 2024!
Ar bloaz-mañ c’hoazh e vo gwelet ar Skolioù Diwan war Gouel meur ar Gelted en Oriant etre al lun 12 hag ar sul 18 a viz Eost. Meur a skol zo bodet evit aozañ ar stand vras-mañ : Skol Diwan An Oriant, Rianteg, Banaleg, Kemperle, An Alre, Baod ha raktres nevez Skol Diwan an Henbont.… Continue reading Diwan war Emvod ar Gelted en Oriant e 2024!
Deuit ganeomp da redeg Kilometr ar skol
D’ar sul 19 a viz Mae e tremeno ar Redadeg e Bro Rianteg. Emgav a roomp d’an holl gerent, bugale, mignoned, skolidi bet e Diwan ha kement den motivet evit redek gant plijadur, en ur aergelc’h surentez, a-dreñv kamion sono ar Redadeg ! Deuit treuzwisket, gant beloioù, trotinelloù, sonerezh vuvuzella !! Emgav da 9e vintin… Continue reading Deuit ganeomp da redeg Kilometr ar skol
Noziad teulfilmoù diwar benn istor Diwan
Yann Herle Gourvez bet e mesk ar 5 skoliad kentañ bet e Diwan e Bro Leon, e 1977 neus kontet deomp e hent, ha penaos en deus kemeret perzh e krouidigezh Diwan Rianteg e 2009. Odile Kerzhero, neus krouet eil skol Diwan Naoned e kreiz ar bloavezhioù 80. Keuz ebet ganti, hag anat e oa… Continue reading Noziad teulfilmoù diwar benn istor Diwan
Gwerzh Kig ha Farz evit mad ar Skol + bier a vro Bagan : an hini D’istribilh
Bilañsig : gwerzhet eo bet 270 lodenn Kig ha Farz war marc’had porzh-Loeiz d’an 30 a viz Meruzh + 150 voutailhad distribilh. Gounezet eo bet tro 2000 € evit ar skol Diwan. Trugarez d’an holl. ————————– Sikourit SKOL DIWAN RIANTEG dre zibiñ kig ha farz trankilig er gêr ! Penaos gober ? – MIRIT ho… Continue reading Gwerzh Kig ha Farz evit mad ar Skol + bier a vro Bagan : an hini D’istribilh
Stummet eo bet krampouezhourion an dazont !
d’ar sadorn 16 a viz meurzh pa oe aozet dorioù-diogr ar skol, hon eus bet ar blijadur da zegemer François (tad-kozh bugale ag ar skol). Desket n’eus da lod ar gerent penaos aozañ an toaz gwinizh du (ar bras). Ha da oude eo bet desket troiñ ar grampouezh. Implijet eo bet meur a ostilh Ar… Continue reading Stummet eo bet krampouezhourion an dazont !
Kentañ abadenn “babig lenner” e Rianteg
D’ar merc’her 21 a viz C’hwevrer 2024 e aozomp hon kentañ abadenn lenn evit ar babigoù (0-3 bloaz). Da 10e15 e Mediaoueg Anjela Duval e Rianteg. Deuit da lakaat ar brezhoneg da vout klevet gant ar pouponigoù ! Kinnig a reomp aze deoc’h hor gentañ prantad “babigoù lenner”, Aozet e-doug devezh etrevroadel ar yezhoù mamm… Continue reading Kentañ abadenn “babig lenner” e Rianteg
Un dresadenn vev e brezhoneg d’an 13/01 e Rianteg !
Ar c’huzul skoazell a aoz skignadenn un dresadenn vev e Brezhoneg “marvailhoù a-bempoù” d’ar Sadorn 13 a viz Genver. Goude an dresadenn-vev e vo pedet an dud da vont en “Effet Mer” (5 munud àr-droed). Desket ha dibunet vo un nebeudig rimadelloù en Effet Mer. Padelezh : 56 mun – 10e00 vintin – Fin an… Continue reading Un dresadenn vev e brezhoneg d’an 13/01 e Rianteg !
Un abadenn nedeleg 2023 a galite !
Deuet eo ar strollad a-vicher Katell ha Fred evit gouel Nedeleg ar skol. E-pad 45 vunutenn o deus ar vugale diskouezhet deomp un abadenn a galite. Degemeret e oa bet an arzourien er skol un hanter dervez araok an darvoud ha goude-se e voe bet labouret an tonioù gant ar skipailh bedagogel. Ar holl bugale… Continue reading Un abadenn nedeleg 2023 a galite !
Deuet eo brav an trede Foar ar Laou !
Trugarekaat a ra ar C’huzul Skoazell an holl re deuet niverus d’hon trede foar ar laou : 930 den memestra ! Mersi bras d’ar gerent, d’ar standourien hag o 150 metrad hed a stand, ha d’an dud niverus o deus roet objedoù deomp. a drugarez d’an holl eo ouzhpenn 1800 e rastellet evit Skol Diwan… Continue reading Deuet eo brav an trede Foar ar Laou !
