Ar bloaz-mañ c’hoazh e vo gwelet ar Skolioù Diwan war Gouel meur ar Gelted en Oriant etre al lun 12 hag ar sul 18 a viz Eost. Meur a skol zo bodet evit aozañ ar stand vras-mañ : Skol Diwan An Oriant, Rianteg, Banaleg, Kemperle, An Alre, Baod ha raktres nevez Skol Diwan an Henbont. Ur pezh stal krampouezh e vo, hag un stand buheziñ gant abadennouigoù.
- Ur stand digor bemdez etre 11eur vintin ha 10eur noz,
- Ul lec’h un disheol, un tamm a gostez trouz bras ar gouel met plaset mat, kadorioù, taolioù evit debriñ azezet…
- Bemdez : atalierioù evit dizoleiñ ar brezhoneg ha sevenadur Breizh etre 6e ha 7e15,
- Gwelañ krampouezh ar fest : produioù a galite : lec’hel, ha/pe bio
Yaouankiz ar Vro :
https://www.facebook.com/people/Yaouankiz-Er-Vro/61560501885368
Gwelet vo bugale hor skolioù ivez o tibunañ e steudad vras ar gouel, d’ar Yaou 15 a viz Eost, evit an abadenn YAOUANKIZ ER VRO. 100 bugel brezhoneger eus Bro an Oriant o deus pleustret war un ton hag un dañs a vo diskouezet d’ar publik. Deuit da reiñ kalon dezho !
Loc’hañ : 11 eur Cours Chazelles
Degouezh : 13h00 : Stad ar Voustouer