Skoazellañ ar skol

Darvoudoù

Evit asuriñ mont-en-dro ar skol (prenañ dafar pedagogel, arrebeuri, kempenn ar savadur hag ar porzh-skol, goproù an ASEMed/ezed , pourmenadennoù pedagogel hag all… ) em vod ar gerent evit aozañ abadennoù (kig ha farz, pred Avis de Temps Fort, gwerzh sapined, tombola, …) a sikour da arc’hantaouiñ ar skol.

Ar C’huzul Skoazell (Kuzul Skoazell Diwan Ar Vorlenn e anv) a zo ur c’homite skoazell a servij da arc’hantaouiñ ar skol met ivez da buhezekaat sevenadur Breizh e tro ar skol. Ur gwir gevredigezh a bal sevenadurel eo neuze.


Ober un donezon

Ar skol a zo, hag a chomo, digoust. Neuze e vez klasket bep bloaz kavout donezerien nevez evit rastelaat arc’hant.

Sikourit Diwan da vrasaat en ur reiñ ur gwenneg.

Arabat disoñjal emañ Diwan ur gevredigezh a bal hollek ha foran, 66% eus ho tonezon a roio ar gwir d’un distaol tailhoù.


Forfedoù skol

Ar skolioù kevredigezhel dindan kontrad gant ar stad evel Diwan a c’hello kaout adalek bremañ (Ebrel 2021) kaout ar forfed skol dre ret digant an tiez-kêr, a drugarez d’al lezenn Molac.