Ar skipailh pedagogel
Bout ‘zo 38 bugel dasparzhet e 2 glasad e Skol Diwan Rianteg get 2 skolaer titlet get ar stad en distro-skol 2022-2022:
- Klasad ar re vihan : 20 skoliad (TPS/PS/MS/GS) get Maël AR GOV,
- Klasad ar re vras war 3 live : 18 skoliad (CP/CE1/CE2) get Bleuenn LE QUINTREC.
Skolaer galleg : Mark LE BOITE
Diskarg renerezh : Manon GROUAZEL
2 skoazellerez a sikoura ar skipailh : Lise CHASTAN ha Severine BRABANT.
Ar skol, bet digoret e 2009 a zo kevrataet get ar Stad mes an implijidi nann gelennerion a zo gopret get an AEP (kevredigezh kerent ar skol).
Evit en ober ar Skoazell (an eil kevredigezh, gant ur pal sevenadurel) a ganniga abadennoù a vil-vern (arvestoù, festoù-noz, kig ha farz…) evit gounid argant.

Ar C’Huzul Skoazell
4 den a gonter e bruev ar c’huzul Skoazell ha tud tost a laboura hardi da sikour sevel an darvoudoù. An holl gerent a zo ezel ez-otomatek d’ar c’homite skoazell. Aozet e vez ur bern darvoudoù evit brudañ ar skol ha dastum arc’hant evit ar mont-en-dro :
- Gwerzh predoù da gas : Kig ha Farz pe Bougennoù-moc’h (Miz Here, Miz Kerzu, Miz Meurzh),
- Aozadur ur “Foar ar Laou” pe zaou (Miz du ha Miz Mae),
- Kemer perzh e festival an Deizioù (aozet get Emglev Bro an Oriant). Da skouer : skignañ filmoù, abadennoù sonet, pourmenadennoù…. (miz c’hwevrer ha meurzh) :
- Gwerzhioù evit gounid Diwan (Deiziadur ofisiel Diwan, T shirtoù Diwan, Tombola Diwan, bier, Karamel…),
- Kemer perzh er Festival “Avis de Temps Fort” arzoù ar sirk, (Yaou bask e Rianteg). Ober a reomp war-dro ar boued hag an davarn
- …
Darempred : skoazell.rianteg@gmail.com / 06 84 89 62 61

Kevredigezh an Deskadurezh Pobl
An A.E.P. a stroll ar gerent e mesk ur c’huzul merañ dilennet gant an holl gerent. E falioù a zo merañ an aferioù skol :
- Kavout, ambochiñ ha merañ ar gopridi n’int ket skolaerien ( Asemezed da skouer),
- Merañ bujed ar skol, liamm gant an ti-kêr evit an aozadur tro-skol (kantinenn, kreizenn dudi…)
- Merañ savadur ar skol hag e gempenn pe astenn,
- Brudañ ha merañ an darvoudoù liammet gant ar skol (mont maez skol, kuzulioù-skol… )
