An divyezhegezh dre ar soubidigezh
Degemeret e vez e kreizig-kreiz kêr Rianteg ar familhoù a faota dezhe kas un deskadurezh divyezheg a galite d’o vugale (brezhoneg/Galleg). Gwriziennet er vro deus un tu, digor frank war ar bed deus an tu all. An enklaskoù skiantel a ziskouezh mat kement all, evel ma vez roet da c’hoûiet deomp get Maria Kihlstedt, mestr-prezegennourez e psikoyezhoniezh:
« an enklaskerion a zo a-du evit lâret emañ liammet kreñv sevel un divyezhegezh kempouezet get an oad a vez kroget geti, ar gwellañ ar c’hoursañ e vehe.
Degemeret eo get lod-kaer emañ « an oad tener » tro-dro seizh vlez.
« Frammoù empenn ar vugaligoù a zo soupl a-walc’h evit deskiñ ken aes 2 pe 3 yezh hag ur yezh betak o seizh vlez. »
« Estroc’h an disoc’hioù mat àr ar barregezh yezh e veze gortoet tamm pe damm eo bet stadet ur spered souploc’h, ur fiñvuster àr ar meiziadoù hag ur barregezh da ziskloumiñ problemoù pouezusoc’h get bugale divyezhek evit get bugale unyezhek.
« pa vez broudet an tachad-mañ get an divyezhegezh abred e vez savet ur bochad kevreoù etre an nervennoù ar pezh a gasehe àr-eeun barregezhioù ouzhpenn er matematikoù. »
Mont pelloc’h en ur pellgargiñ studiadenn Maria Kihlstedt.
Mont pelloc’h en ur lenn Karta ar Skolioù Diwan :
An degemer tro-skol :
Ar skol a zegemener ho pugale d’al lun, meurzh, yaou ha gwener. Etre 8e45 (degemer adalek 8e35 get an ASEMezed pe skolaerion) hag 11e30 hag eus 1e da 4e30 (betek 4e40). Maez an eurioù-se, emañ kemeret e karg ar vugale gant skipailh dudi Le Relais des Homards.
Mont a ra en dro an degemer tro-skol a hed ar bloaz. Degemeret e vez ar vugale pe er Relais des Homards (evit ar re vihan) pe er skol Paul Émile Victor evit ar re vras (Cp-CM)
Degemeret vefoc’h gant skipailh Le Relais des Homards adal al lun d’ar gwener eus 6e45 betek 8e30 hag adalek 16e30 betek 19e, d’ar merc’her ivez pe e-pad ar vakañsoù skol eus 6e45 à 19e.
Prizioù 2023 (mat atav evit 2025) :
Ar Preti-skol
Chañs en deus ar skol Diwan da vout stag kazi d’ar preti Skol. Ar vugale a c’hell debriñ eno bemdez ma vez enskrivet anezho ganeoc’h en ti-kêr. Ar chañs hon eus kaout ur gantinenn gant ur “chef”. Fardet eo pep tra war blas, evit ur c’halite boued gwelloc’h.
Prizioù 2023 (mat atav e 2025) :
