E 2009 e oa bet digoret Skol Diwan Rianteg. Ur skol-vamm ha kentañ derez eo. Kevredik, laik, digoust ha digor d’an holl eo. Degemeret ‘vez bugale ar familhoù, tomm o c’halon ouzh un deskadurezh divyezheg a-feson (brezhoneg ha galleg), digor war ar bed ha tost d’o gwrizioù.
Krouet e oa bet Diwan e 1977. Skoliataet e vez enni 4063 bugel e 56 skol, eus ar skol-vamm betek al lise.
Heuliet e vez programmoù an Deskadurezh Stad gant un atoud ouzhpenn, prenañ skiant un eil yezh dre ar soubidigezh.
Skol Diwan Rianteg a zegemer 47 bugel (bloavezhiad skol 2025-26) o tont eus Rianteg hag ar c’humunioù tro-dro, eus ar re vihan 1 betek ar CM2. Teir glasad lieslive a gonter er skol : ur c’hlasad skol-vamm (PS1, PS2 ha re grenn ha re vras), ur c’hlasad CP-CE1 , ur c’hlasad CE2/CM1/CM2.
Tennañ-gounid a ra eus servijoù an ti-kêr evel ar skolioù all: kantinenn, diwallerezh, levraoueg, kentelioù poull-neuial, bageal, tachenn sport… Urzhiaterezioù a zo er skol.
Ur porzh-skol “oasis” zo bet krouet e 2022 : muioc’h a glasvez hag a lec’hioù bihan ha kled evit c’hoari a zo evit gwir blijadur ar vugale hag un aergelc’h seder war ar porzh skol.
Les derniers articles :
- Sinema e Brezhoneg e Rianteg !Kuzuk Skoazell Diwan Rianteg a aoz skignadenn div dresadenn vev e Brezhoneg d’ar Sadorn 24 a viz Genver 2026 – 11h00. ZOG : 26 munutenn Un aerouant yaouank entanet met dizampart zo eus Zog. E skol an erevent e vez desket gantañ nijal, krozal, tufañ tan hag en em gannañ. Ha dreist pep tra, evit peurlipat… Continue reading Sinema e Brezhoneg e Rianteg !
- Distro war gouel Nedeleg ar skolD’ar Gwener 12 a viz Kerzu 2025, en deus Kuzul Skoazell ar skol, kinniget d’ar vugale ha d’ar familhoù, d’an donezonerien, d’hor mignoned ha da mignoned ar familhoù un arvest e brezhoneg. Un abadenn deus ar c’hentañ tout kinniget gant ar gompagnunezh c’hoariva a-vicher An Daou Dangi. Daou aktour o deus c’hoariet un arvest dresit… Continue reading Distro war gouel Nedeleg ar skol
- Arruet eo deizataer 2026 Diwan!Deiziater ofisiel ar skolioù Diwan. Ment 30×30 cm, 10 €. Deiziadoù e kombodoù karez, aes da skrivañ ‘barzh. E brezhoneg + anv tud e brezhoneg (ar sant). Kinnig a reomp deoc’h, ‘giz bep bloaz, deiziadur Diwan 2025, savet gant skipailh Skolaj Diwan Bro Dreger ar bloaz-mañ. 50% eus ar gounidoù war ar gwerzh a zaio… Continue reading Arruet eo deizataer 2026 Diwan!
- Deuet eo Clarisse Cremer er Skol !Daet eo hiriv Clarisse Cremer da welet skolidi klasad CM-CE2 ha CP-CE1 evit eskemm a-zivout ar Vendée Globe 2025. El-se o deus gellet sevel a bep seurt goulennoù evit kompren gwell micher ur vageourez. Komzet eo bet ag a bep seurt traoù: ar predoù, ar c’horventennoù, an natur, an dafar, an traoù dic’hortoz… Ur gwir… Continue reading Deuet eo Clarisse Cremer er Skol !
- 5vet Foar ar Laou Skol Diwan Rianteg !Kuzul Skoazell Skol Diwan Rianteg a aoz e pevare Foar ar Laou e Rianteg! E sal Kefelleg (1 straed Joliot Curie) e vo, d’ar sul 30 a viz DU 2025. Digor etre 8eur vintin ha 6eur noz. Tavarnig (kafe, boeson…) ha sandwichoù war blas. Deuit da werzhañ, prenañ, mac’hatañ, flapiñ-flapañ en ur sal, er goudor.… Continue reading 5vet Foar ar Laou Skol Diwan Rianteg !
- Fest Noz Bededaw #2Kenlabourat a ra ar C’huzul Skoazell gant KADS-Klub An Douar Santel Lokmikaelig a-benn kinnig deoc’h un nozvezh dibar-kenañ d’an 18 a viz Here ! Hon eil fest noz aozet a-gevret eo ! Ur programm eus ar c’hentañ zo o c’hortoz ac’hanoc’h : arvest ar vugale (pleustradegoù er skol dija ), ar strolladoù ‘Ndiaz, merc’hed Blue… Continue reading Fest Noz Bededaw #2











