Profitaat a reomp deus hon dorioù digor a vo dalc’het d’ar sadorn 7 a viz C’hwevrer 2026 er skol Diwan (4 hent-dall ar skolioù), etre 10e vintin ha kreisteiz hanter, evit kinnig deoc’h un “foar eskemm” (pe Gratiferia).
Gratiferia / Foar eskemm ? Met petra eo ?
Taolioù hag ur barnum a vo. Deuit gant dilhad re vihan ho pugale, c’hoarioù a fell deoc’h skarzhañ, ha kit kuit en dro gant traoù a zere deoc’h (kasit traoù a galite hepken : pas an dilhad roget, kousiet, ….). Setu un doare simpl da espern argant, ha da eskemm gant ar gerent all. Digor eo an darvoud.
