Un dek bennak anezhe oe bet sizhun paseet e studio radio Balises da gomz a-ziar raktres o pladenn nevez. Interesant bras eo an abadenn, met e galleg hepken siwazh (abadennoù all a vo rit ket bill). Selaouit amañ
skoazell
Ur pennad e-barzh Ya!
Ar sizhunieg hollvrezhoneg Ya! en deus embannet ur pennad diwar benn pladenn nevez skol diwan Rianteg. Adlennit anezhañ amañ.
Klask zo war un Asem.ez evit klokaat skipailh Skol Diwan Rianteg
Emañ Skol Diwan Rianteg o klask un ASEM.ez nevez evit klokaat ar skipailh pedagogel. Ma anveoc’h hini pe hini dedennet treuzkasit ar c’hinnig mar plij. Ar post : ASEM CDD Pelec’h ? E Skol Diwan Rianteg, e kreiz bourk Rianteg, war aod ar Morbihan e-tal an Oriant Pegoulz ? Erlec’hiadur eus miz Genver da viz Ebrel 2027 Skiant-prenet… Continue reading Klask zo war un Asem.ez evit klokaat skipailh Skol Diwan Rianteg
Dorioù-digor ar Skol – Gwener 29/05
Gwener 29/05 – Dorioù digor Skol Diwan Rianteg, etre 4e45 ha 6e30 d’enderv. Deuit da zizoloiñ penaos e ya en-dro ur skol dre soubidigezh e brezhoneg, e-kreiz Bro Porzh-Loeiz. Pediñ a reomp kerent bugale da zont da gejañ ganeomp. Aze vo ar skipailh pedagogel hag ar gerent evit eskemm ganeoc’h a-ziar mont-en-dro ar skol, perzhioù… Continue reading Dorioù-digor ar Skol – Gwener 29/05
Sinet eo bet evit chom 25 bloaz c’hoazh e Rianteg !
D’ar Meurzh 10 a viz Meurzh 2026 da 5e30 d’enderv, e oa bet dalc’het lid sinadur an emglev nevez etre Ti-kêr Rianteg ha Skol Diwan Rianteg evit pezh a denn da dachenn ar skol. Simon Rolland, en anv an AEP, en deus sinet an emglev dirak an Aotrou Maer, Jean-Michel Bonhomme, hag Anne-Sophie Brats, Prezidantez… Continue reading Sinet eo bet evit chom 25 bloaz c’hoazh e Rianteg !
Brezhoneg en dilennadegoù-kêr : ar respontoù !
Goulenataet eo bet al listennoù evit an dilennadegoù-kêr ganeomp. Evit Bro Rianteg e vo tu deoc’h kavout respontoù da goulennaoueg Diwan evit meur a liste : An holl respontoù a vo kavet amañ ganeoc’h, war lec’hienn Diwan. E Breizh a bezh 71 listenn neuint respontet d’ar goulennaoueg, ha 7 dre destenn frank/lizher. >> Amañ : https://www.diwan.bzh/br/reponses-au-questionnaire-diwan-au-1er-mars-2026… Continue reading Brezhoneg en dilennadegoù-kêr : ar respontoù !
Kig ha farz diwezhañ ar goañv ! 07/03/26
Sikourit SKOL DIWAN RIANTEG dre zibiñ kig ha farz trankilig er gêr ! Penaos gober ?– MIRIT ho pred buan dre bellgomz 06.98.95.14.93– DAIT da dapout ho pred war marc’had Porzh-Loeiz d’ar sadorn 7 a viz meurzh 2026 etre 8eur30 ha 12eur.PRIZ : 13€ dre goumand ( ur plad karget mat eo ) pe 14… Continue reading Kig ha farz diwezhañ ar goañv ! 07/03/26
Dorioù-digor ar skol ha foar eskemm d’ar 7 a viz C’hwevrer
Profitaat a reomp deus hon dorioù digor a vo dalc’het d’ar sadorn 7 a viz C’hwevrer 2026 er skol Diwan (4 hent-dall ar skolioù), etre 10e vintin ha kreisteiz hanter, evit kinnig deoc’h un “foar eskemm” (pe Gratiferia). Gratiferia / Foar eskemm ? Met petra eo ? Taolioù hag ur barnum a vo. Deuit gant… Continue reading Dorioù-digor ar skol ha foar eskemm d’ar 7 a viz C’hwevrer
Sinema e Brezhoneg e Rianteg !
Kuzuk Skoazell Diwan Rianteg a aoz skignadenn div dresadenn vev e Brezhoneg d’ar Sadorn 24 a viz Genver 2026 – 11h00. ZOG : 26 munutenn Un aerouant yaouank entanet met dizampart zo eus Zog. E skol an erevent e vez desket gantañ nijal, krozal, tufañ tan hag en em gannañ. Ha dreist pep tra, evit peurlipat… Continue reading Sinema e Brezhoneg e Rianteg !
Distro war gouel Nedeleg ar skol
D’ar Gwener 12 a viz Kerzu 2025, en deus Kuzul Skoazell ar skol, kinniget d’ar vugale ha d’ar familhoù, d’an donezonerien, d’hor mignoned ha da mignoned ar familhoù un arvest e brezhoneg. Un abadenn deus ar c’hentañ tout kinniget gant ar gompagnunezh c’hoariva a-vicher An Daou Dangi. Daou aktour o deus c’hoariet un arvest dresit… Continue reading Distro war gouel Nedeleg ar skol
