Emañ Skol Diwan Rianteg o klask un ASEM.ez nevez evit klokaat ar skipailh pedagogel. Ma anveoc’h hini pe hini dedennet treuzkasit ar c’hinnig mar plij.
Ar post : ASEM CDD
Pelec’h ? E Skol Diwan Rianteg, e kreiz bourk Rianteg, war aod ar Morbihan e-tal an Oriant
Pegoulz ? Erlec’hiadur eus miz Genver da viz Ebrel 2027
Skiant-prenet ha barregezhioù goulennet
- Brezhoneg skrivet, lennet ha komzet,
A-zivout ar skol :
50 bugel zo e skol Diwan Rianteg dasparzhet e-barzh 3 c’hlasad (Skol-vamm ; CP-CE1 ; CE2-CM2). Ur skipailh pedagogel vrav a zo, deuit d’e glokaat neuze : )
Daou ASEM brezhoneger e CDI : kinniget e vez ar post-se e CDD a-benn erlec’hiañ unan eus an ASEM-se a gemer un ehan evit ur raktres familh.
Ar skolaerez skol-vamm a zo penn skol ivez, ur skolaer a zo evit klas ar re CP-CE1 ; unan all evit ar CE2-CM1-CM2. Ur skolaer.ez a teu ouzhpenn 1 devez ar sizhun evit diskargañ ar renourez.
Ur skipailh pedagogel sichant neuze, hag ermezhiadennoù zo raktreset ivez : poull-neuial, bageal, pourmenadennoù, sport, …
Ur skol Diwan birvidik-tre, gant ur c’huzul Skoazell hag un AEP engouestlet-tre e buhez an tro-skol (grit un dro war lec’hienn ar skol da skouer : https://diwan-rianteg.org) . E 2023 hag e eo bet adsavet ar porzh-skol da skouer evit sevel ur « porzh-liorzh » gant muioc’h a glasvez. E 2024 e vez savet ul lochig koad evit an dafar. Adkempennet e vo ar privezioù en hañv-mañ.
Bro Rianteg zo brav, ar vuhez zo plijus amañ. Skol da 200 metrad eus ar mor, tu zo bevañ ha mont war droad ha war velo er gumunioù tro-war-dro (Porzh-Loeiz pe Lokmikaelig da skouer), profitañ deus kêr an Oriant a zo tost tre dre ar vag bus (3km eus ar skol nemetken ! Aes eo tizhout ar skol gant ar vag Bus eus Kae an Indez da Benn Mane e Lokmikaelig. Tapour ar bus 17 goude se. Ehaniñ a ra da 200 metrad eus ar skol). Ur vro vrezhonek eo ivez, gant meur a gevredigezh hag ur rouedad brezhonegerien (ar skol sonerezh Sonam, ar c’helc’h keltieg an Drouz Vor hag e gentelioù brezhoneg pe e vagad, Son ar Leurenn hag e brogrammadur bloaziek pinvidig, ar rouedad Emglev Bro an Oriant…).
Respont d’ar c’hinnig labour amañ : https://drive.google.com/file/d/1EbgYOStpfkajwLcjVQwbgvvkG7hjrUzT/view?usp=sharing
Darempred : AEP ar Skol 06 64 92 68 57
Pe ar penn skol Bleuen ar C’hintreg (evit kaout titouroù diwar benn ar skol) : 07 71 39 70 41 / 02 97 84 50 63
