Distro war gouel Nedeleg ar skol

D’ar Gwener 12 a viz Kerzu 2025, en deus Kuzul Skoazell ar skol, kinniget d’ar vugale ha d’ar familhoù, d’an donezonerien, d’hor mignoned ha da mignoned ar familhoù un arvest e brezhoneg. Un abadenn deus ar c’hentañ tout kinniget gant ar gompagnunezh c’hoariva a-vicher An Daou Dangi. Daou aktour o deus c’hoariet un arvest dresit… Continue reading Distro war gouel Nedeleg ar skol

Kentelioù neuial

Skol Diwan Rianteg n’eus chanñs bep blez da gannig d’e skolidi kentelioù neuiñv. Mont a ra ar vugale e poull-neuial digor ar gumun e Kerdurand. Bevañ a reomp holl tal ar mor ha mil a-bouez eo deskiñ neuial evit hollad ar gumuniezh skol. Ar blez mañ neuze, 11 skoliad CP/CE1 o deus heuliet 7 kentel… Continue reading Kentelioù neuial

Penaos oa an dorioù digor e miz Mae

2 familh nevez zo deuet da vizitiñ ar skol. Kinniget eo bet sonerezh d’ar vugale ha d’ar gerent, hag ur merenn vihan gant 80 krampouezhen troet war ar prim ! A benn tuchant, e fest an dibenn blez, d’ar gwener 27 a viz Even 2025.

Lennomp e brezhoneg : adlañset al lennadennoù !

Kuzul Skoazell Skol Diwan Rianteg ha mediaouegoù Anjela Duval (Rianteg) ha Filomena Jouan (Lokmikaelig) a ginnig deoc’h ar blez-mañ ur lennadenn e brezhoneg ur merc’her bep miz  etre miz Du ha miz Mae, da 11eur vintin. Peadra da blantiñ brezhoneg er-maez ag an amzer skol, kejiñ get kerent skolioù Diwan ha divyezheg ar c’hornad ha… Continue reading Lennomp e brezhoneg : adlañset al lennadennoù !

Post ASEM da bourveziñ

Emañ Skol Diwan Rianteg o klask un ASEM.ez nevez evit klokaat ar skipailh pedagogel. Ma anveoc’h hini pe hini dedennet treuzkasit ar c’hinnig mar plij. Ar post : ASEM Respont d’ar c’hinnig labour amañ :   https://diwan-rianteg.org/wp-content/uploads/2024/07/fichenn-post-ASEM-24_25.pdf Pelec’h ? E Skol Diwan Rianteg, e kreiz bourk Rianteg, war aod ar Morbihan e-tal an Oriant Pegoulz ? post da dapout… Continue reading Post ASEM da bourveziñ

Ar Redadegig !

klas Sofi (Ce-Cm) zo aet en Oriant dre ar bus, ar vag, bus ha war droaed evit kemer perzh er Redadegig 2024 ! D’ar gwener 17 a viz Me e oa, peadra da dommañ ar c’horf araok ar Redadeg gwir a dreuze Rianteg d’ar sul 19 a viz Mae. Gant ouzhpenn 500 bugel eus bro… Continue reading Ar Redadegig !