Deuet eo Clarisse Cremer er Skol !

Daet eo hiriv Clarisse Cremer da welet skolidi klasad CM-CE2 ha CP-CE1 evit eskemm a-zivout ar Vendée Globe 2025.

El-se o deus gellet sevel a bep seurt goulennoù evit kompren gwell micher ur vageourez. Komzet eo bet ag a bep seurt traoù: ar predoù, ar c’horventennoù, an natur, an dafar, an traoù dic’hortoz…

Ur gwir binvidigezh eo bet evit ar skolidi, goude bout heuliet gete ar Vendée Globe.