Kuzul Skoazell Skol Diwan Rianteg a aoz e pevare Foar ar Laou e Rianteg! E sal Kefelleg (1 straed Joliot Curie) e vo, d’ar sul 30 a viz DU 2025. Digor etre 8eur vintin ha 6eur noz. Tavarnig (kafe, boeson…) ha sandwichoù war blas. Deuit da werzhañ, prenañ, mac’hatañ, flapiñ-flapañ en ur sal, er goudor.
Gweladennerien : 1 € ar mont ‘barzh,
Standourien : 200 metrad stand a vo, etre 30 ha 40 stand : mirit hoc’h hini ivez : 7 € an daol (prestet) a 80 cmx120 cm ha 5€ ar plas goulo 120cm (evit gwerzhañ traoù bras ha douger dilhad) . Tu zo prenañ meur a daol. Mirout ur plas : 06 98 95 14 93 pe foar.ar.laou@gmail.com. Sellit ouzh ar baper stag; Staliañ : 7 eur/ 8eur30 vintin. Distaliañ : goude 6eur noz
Fichenn enskrivadur ar STANDOURIEN
Paeañ e stand enlinenn amañ : https://www.helloasso.com/associations/kuzul-skoazell-diwan-rianteg/evenements/foar-ar-laou-troc-et-puces-diwan-riantec
Ur stand vras a vo gant dafar Kuzul Skoazell Diwan da werzhañ : profit traoù da werzhañ ma fell deoc’h, ha kasit se deomp war ar stand, d’ar sadorn 29 a viz Du G.M pe d’ar sul 30 a viz Du araok 9 eur vintin.
Trugarez deoc’h !
