Arruet eo deizataer 2026 Diwan!

Deiziater ofisiel ar skolioù Diwan. Ment 30×30 cm, 10 €. Deiziadoù e kombodoù karez, aes da skrivañ ‘barzh. E brezhoneg + anv tud e brezhoneg (ar sant).

Kinnig a reomp deoc’h, ‘giz bep bloaz, deiziadur Diwan 2025, savet gant skipailh Skolaj Diwan Bro Dreger ar bloaz-mañ. 50% eus ar gounidoù war ar gwerzh a zaio da Ziwan Rianteg.

Tem ar bloaz : Ar c’hoarioù-bodennoù hag ouiziegezh ar plant o deus bet ur roll e-pad pell evit treuzkas ar ouiziegezhioù a rumm da rumm. Evit 2026 Skolaj Diwan Bro-Dreger a bed ac’hanoc’h da vont war hent skolig al louarn ha da dreuzkas liesseurted anvioù ha boazioù plant ar vro !

Lec’hioù gwerzh e Bro an Oriant :

RIANTEG : Le magasin BIOCOOP, 31 Rue de Kerdurand,

RIANTEG : SKOL Diwan, 4 hent-dall ar skolioù, (eurioù digeriñ : 8h35 à 17h00)

LOKMIKAELIG : CocciMarket, 2 straed an Iliz

Evit prenañ lod deuit ivez e darempred ganeomp war-eeun : skoazell.rianteg@gmail.com pe 06 84 89 62 6

Titouroù diwan benn an deiziater :

Testennoù hag enklaskoù etnobotanek : Laurent Gall

Tresadennoù : David Gégan

Dourlivadurioù : Marion Rochard-Engélibert

Pajennaozañ : Elsa Grousseau, Mel’Ange Graphic

Moullet gant : Cloître imprimeurs