Distro war gouel Nedeleg ar skol

D’ar Gwener 12 a viz Kerzu 2025, en deus Kuzul Skoazell ar skol, kinniget d’ar vugale ha d’ar familhoù, d’an donezonerien, d’hor mignoned ha da mignoned ar familhoù un arvest e brezhoneg. Un abadenn deus ar c’hentañ tout kinniget gant ar gompagnunezh c’hoariva a-vicher An Daou Dangi. Daou aktour o deus c’hoariet un arvest dresit ha fentus-kenañ! Un tammig ouzhpenn 100 den a oa deuet da lidañ fin ar bloaz gto ul “limp-lonk ha ckak”, evajoù fresk, hag ur stand levrioù e brezhoneg — peurvat evit Nedeleg !

Ur profig, e stumm ur wezenn-sap paperp leget zo bet profet da bep a bugel