Kuzuk Skoazell Diwan Rianteg a aoz skignadenn div dresadenn vev e Brezhoneg d’ar Sadorn 24 a viz Genver 2026 – 11h00.
ZOG : 26 munutenn
Un aerouant yaouank entanet met dizampart zo eus Zog. E skol an erevent e vez desket gantañ nijal, krozal, tufañ tan hag en em gannañ. Ha dreist pep tra, evit peurlipat e zeskadurezh : tapout ur briñsez.
Ar Valeadenn war Valaenn : 26 munutenn
O kampiñ ez eus ur sorserez jentil hag he c’hazh, e-kichen ul lenn. Dorloiñ a ra laouen ar sorserez ur meskaj hud gant ar pezh bet kavet ganti tro-war-dro. P’emañ oc’h ouzhpennañ tokoù-touseg ruz e-barzh ar chaodouron, e krog hennezh da zic’hlannañ, ha tarzhañ a ra ar meskaj-hud kerkent ! ‘Blam d’an trouz e tihun un aerouant a oa kousket er biojoù.
Padelezh : 2x26mun – 11e00 vintin – Fin an abadenn da 12h00. Digoust, Enskrivadur ebet.
Pelec’h : Skignet vo ar film e sal Audio Rianteg (skol Paul Emile Victor 56670 RIANTEG).
Kenaozet get sikour Emglev Bro an Oriant evit an Deizioù 2026. Trugarez da ti-kêr Rianteg evit prest ar salioù.
