Ar yaou 1 a viz An Azvent e oa bet bugale ar skol a-bezh é sellet doc’h an arvest « Ar gwenan », kanniget e sal ar 4 avel get Emglev Bro An Oriant, c’hoariet get Morwenn Le Normand ha Roland Conq. Goude-se, hon doa debret ur pik-nik er skol. Nag a blijadur a zo bet !
Obererezhioù
Un devez e Utopia Park !
Bugale Skol Diwan Rianteg o deus profitet mat e fin ar blead 2022 (e miz Even), un devez skol a bezh o deus tremenet e park Akro-skouroù Utopia-Park
Abadenn Nedeleg e Diwan Rianteg
D’ar gwener 17 a viz Kerzu 2021 eo bet lidet nedeleg gant Skol Diwan Rianteg. Kuzul Skoazell ar skol n’eus oazet ur sonadeg gant ar strollad « Loened fur ha foll » (Morwenn Le Normand er c’han, Rolland Konk d’ar gitar). Setu un tañva eus an abadenn bet : Bugale ar skol o deus desket kanaouennoù ar strollad… Continue reading Abadenn Nedeleg e Diwan Rianteg
CD 10 vlez Diwan Rianteg ‘zo bet embannet !!
Get ur gwir plijadur e embann Skoazell Diwan Rianteg ur bladenn CD bet krouet get bugale hor skol e 2019 evit lidiñ 10 vlez Diwan Rianteg. Ur sapre labour zo bet kaset da benn get ar vugale, evit kinnig deomp, ha d’hon divskouarn un 10 ton brav e brezhoneg. 150 skouerenn zo bet embannet, unan… Continue reading CD 10 vlez Diwan Rianteg ‘zo bet embannet !!
Rigadelez e Kerner
Aet omp da rigadelin , dimeurzh da vitin, get Benead.Plijadur hon eus bet!
