D’ar gwener 24 a viz Meurzh e oa bet staliet ur studip berr-bad gant Manu Mehu kazetenner e France Bleu Breizh-izel, hag e skipailh, en davarn Rad’n Roll e Lokmikaelig. Tro o doa bet neuze skolidi klas ar 1añ derez kas div ganaouenn war eeun, er skin-gomz !
Ar skolaerien (Mael ha Bleuen) oa bet aterset, lod eus ar gerent ivez , lod deus outo o deus kanet ivez gant Klub an Teadoù fall pe gant al laz-kanañ.