An 19 a viz Even, e oa bet ar skol a-bezh é tremen un devezh e park « La balade du Père Nicolas » e Pluniav. Nag a blijadur hon eus bet ! Karget e oa ar programm : loened ag ar vro pe a bell vro, c’hoarioù koad a bep seurt, kart bihan, un trampolin bras, ur manej,… Continue reading Un devezh e park « La balade du Père Nicolas »
Obererezhioù
Un devezh en Henbont
An 22 a viz gwenholoñ e oamp bet é tremen un devezh en Henbont. Da vintin e oamp krapet àr-bourzh ar vag « Korriganez ». Displeget e oa bet deomp monet en-dro ar skluzioù. Laosket e oamp bet da vleniiñ ar vag. Eskemmet hon doa ivez à ziàr an natur tro dro deomp. Goude ar… Continue reading Un devezh en Henbont
Kregiñ raio ar gentelioù brezhoneg evit an dud deuet e Rianteg d’ar 7/10.
Evit an eil kwech e kinnig Skol Diwan Rianteg, kentelioù brezhoneg ispisializet evit an dud gour, kerent an hentennoù divyezheg pe Diwan ha tud bed micherel ar bugaligoù. Savet eo bet ar raktres a gevret gant ROUDOUR. 15 eurvez kentel a vo kinniget, dasparzhet war 5 mintiniad ur sadorn vintin, etre an 23 a viz… Continue reading Kregiñ raio ar gentelioù brezhoneg evit an dud deuet e Rianteg d’ar 7/10.
Ar 1añ derez war-eeun war Radio Breizh-Izel
D’ar gwener 24 a viz Meurzh e oa bet staliet ur studip berr-bad gant Manu Mehu kazetenner e France Bleu Breizh-izel, hag e skipailh, en davarn Rad’n Roll e Lokmikaelig. Tro o doa bet neuze skolidi klas ar 1añ derez kas div ganaouenn war eeun, er skin-gomz ! Ar skolaerien (Mael ha Bleuen) oa bet… Continue reading Ar 1añ derez war-eeun war Radio Breizh-Izel
Daet eo an Tad Nedeleg !!!
Tremenet eo an tad Nedeleg da gas deomp lan a brofoù : un teirrodeg, c’hoarioù taol, c’hoarioù evit ar porzh… Nag a chañs hon eus !
Arvest « AR GWENAN »
Ar yaou 1 a viz An Azvent e oa bet bugale ar skol a-bezh é sellet doc’h an arvest « Ar gwenan », kanniget e sal ar 4 avel get Emglev Bro An Oriant, c’hoariet get Morwenn Le Normand ha Roland Conq. Goude-se, hon doa debret ur pik-nik er skol. Nag a blijadur a zo bet !
Un devez e Utopia Park !
Bugale Skol Diwan Rianteg o deus profitet mat e fin ar blead 2022 (e miz Even), un devez skol a bezh o deus tremenet e park Akro-skouroù Utopia-Park
Abadenn Nedeleg e Diwan Rianteg
D’ar gwener 17 a viz Kerzu 2021 eo bet lidet nedeleg gant Skol Diwan Rianteg. Kuzul Skoazell ar skol n’eus oazet ur sonadeg gant ar strollad « Loened fur ha foll » (Morwenn Le Normand er c’han, Rolland Konk d’ar gitar). Setu un tañva eus an abadenn bet : Bugale ar skol o deus desket kanaouennoù ar strollad… Continue reading Abadenn Nedeleg e Diwan Rianteg
CD 10 vlez Diwan Rianteg ‘zo bet embannet !!
Get ur gwir plijadur e embann Skoazell Diwan Rianteg ur bladenn CD bet krouet get bugale hor skol e 2019 evit lidiñ 10 vlez Diwan Rianteg. Ur sapre labour zo bet kaset da benn get ar vugale, evit kinnig deomp, ha d’hon divskouarn un 10 ton brav e brezhoneg. 150 skouerenn zo bet embannet, unan… Continue reading CD 10 vlez Diwan Rianteg ‘zo bet embannet !!
Rigadelez e Kerner
Aet omp da rigadelin , dimeurzh da vitin, get Benead.Plijadur hon eus bet!