Pezh-c’hoari al liseidi hag un devezh plijus gant bugale skol an Alre

D’al Lun 15 a viz Ebrel eo deuet liseidi lise Diwan Karaez evit kinnig o fezh-c’hoari d’ar skolidi !

Adalek miz Genver eo kroget un droiad c’hoariva gant ar strollad liseidi ha dibabet o deus dont da Rianteg. Un drugarez evidomp da ginnig da skol Diwan an Alre dont da sellet ouzh ar pezh-c’hoari ha da genderc’hel d’ober anaoudegezh ganto (ur c’hentañ eskemm a zo bet e penn kentañ ar bloaz gant ar skol-se).

44 bugel ha 4 den deuet ‘zo deuet ! Ur sapre beaj evito !

Diouzh ar mintin ‘omp bet o weladenniñ Rianteg gant un den eus ar vro ha goude hon eus debret asambles ur pik-nik er skol. Ne oa ket brav-tre an amzer met n’eo ket bet gravus dre ma’z eus bet eskemmoù plijus gant an holl !

Un heñcher neus displeget glad savet kêr Rianteg d’ar skolidi

Da 12e30 ‘oa eur an arvest e sal kleweled Rianteg. Nag a blijadur ez eus bet ! Kerent ‘zo deuet zoken ! Kazi leun oa ar sal gant ouzhpenn 100 den enni !

Ur ger ‘zo bet lâret meur a wech gant ar vugale : « FENTUS » !

C’hoarioù yezh ha c’hoarioù sport hon eus graet goude-merenn a-raok loc’hadenn tud an Alre.

a-gaoz d’ar glav hon eus pik niket a-barzh ar skol