D’ar sul 19 a viz Mae e tremeno ar Redadeg e Bro Rianteg. Emgav a roomp d’an holl gerent, bugale, mignoned, skolidi bet e Diwan ha kement den motivet evit redek gant plijadur, en ur aergelc’h surentez, a-dreñv kamion sono ar Redadeg ! Deuit treuzwisket, gant beloioù, trotinelloù, sonerezh vuvuzella !!
Emgav da 9e vintin pe un tammig araok, e kastell Kerdurand evit redeg ar c’hilometr 497 (da 9e13). Ur stand merchandising ofisiel Ar Redadeg a vo, hag un daol “lip lonk ha chak” evit an ad-dijuni. Pedet e vo ar vugale da redek ar c’hilometr 497 a bezh, ha distreiñ betek ar poent loc’hañ (pezh raio 1200/1300 metrad). Mont a raio gorrek rit ket bil. Sellit ouzh ar gartenn amañ .
Kinnig a reomp da bep hini kemer perzh e prenadenn ar c’hilometr-se (120 € e koust ar c’hilometr). Ma lakomp pep hini 5 € e vimp domino !