Noziad teulfilmoù diwar benn istor Diwan

Yann Herle Gourvez hag Odile Kerzhero

Yann Herle Gourvez bet e mesk ar 5 skoliad kentañ bet e Diwan e Bro Leon, e 1977 neus kontet deomp e hent, ha penaos en deus kemeret perzh e krouidigezh Diwan Rianteg e 2009.

Odile Kerzhero, neus krouet eil skol Diwan Naoned e kreiz ar bloavezhioù 80. Keuz ebet ganti, hag anat e oa kemer perzh en avantur hiriv an deiz. Anat e oa dezhi ar soubidigezh.

————————-

Skignadenn “Brezhoneg leizh o fenn” (52 mun), sevenet get Soazig Daniellou (1999) Film e brezhoneg istitlet e galleg+ “Diwan Diwan” (35mun), sevenet get Patrick Prado (1980) . film e brezhoneg hag e galleg. Diviz gant tud bet e Diwan hag e-karg eus digeriñ ar skolioù kentañ. Tabut e brezhoneg ha troet àr an tomm da heul (get tokarnioù treiñ)

Diskrivadenn Brezhoneg ‘leizh o fenn : “ E miz Mezheven 1997, al liseidi gentañ o deus graet o holl studioù e brezhoneg e Diwan a dremen ar vachelouriezh. Met petra e vo graet ganto diwar-benn ar brezhoneg hon eus roet dezho, e Breizh hiziv an deiz ma vez komzet nebeutoc’h-nebeutañ ar yezh? Daoust hag un dazont a vefe d’ar brezhoneg c’hoazh? “

Diwan Diwan: “Kelaouenn war ar c’hlas Diwan kentañ-holl. Pe penaos eo cheñchet an darempred gant ar skolioù hag ar skolioù o-unan a-drugarez d’ar brezhoneg.”

Priz : 4 € evit skoazellañ Diwan Kinniget get Kuzul Skoazell Diwan Rianteg,Skoazell.rianteg@gmail.com 06 84 89 62 61, e sal kleweled Rianteg