Gwerzh Kig ha Farz evit mad ar Skol + bier a vro Bagan : an hini D’istribilh

Exif_JPEG_420

Bilañsig : gwerzhet eo bet 270 lodenn Kig ha Farz war marc’had porzh-Loeiz d’an 30 a viz Meruzh + 150 voutailhad distribilh.

Gounezet eo bet tro 2000 € evit ar skol Diwan. Trugarez d’an holl.

Frederique teñzorourez, hag a dreñv Audrey, Sekretourez ar c’huzul skoazell

————————–

Sikourit SKOL DIWAN RIANTEG dre zibiñ kig ha farz trankilig er gêr ! Penaos gober ?

– MIRIT ho pred buan  (300 lodenn hepken) dre bellgomz 06 98 27 64 56  

– DAIT da dapout ho pred àr marc’had Porzh-Loeiz d’ar sadorn 30 a viz meurzh etre 8eur30  ha 12eur.

PRIZ : 13€ ( ur plad karget mat eo )

Ha petra ‘vo evet ‘ta ? Da glebiiñ ho kourlañchen, e ginnigamp deoc’h gwerzh bier D’istribilh (artizanel, bio, Bro Bagan)

Setu an daolenn evit koumandiñ : ur bern re nevez a zo da zizoleiñ >>> https://docs.google.com/spreadsheets/d/1ZoXUufPTya4g4PdV9geprSzlaT8CHvDuGISaeO4CvLQ/edit#gid=0