d’ar sadorn 16 a viz meurzh pa oe aozet dorioù-diogr ar skol, hon eus bet ar blijadur da zegemer François (tad-kozh bugale ag ar skol). Desket n’eus da lod ar gerent penaos aozañ an toaz gwinizh du (ar bras). Ha da oude eo bet desket troiñ ar grampouezh. Implijet eo bet meur a ostilh
Ar bilig : evit poazhañ
Ar rozell : un ostilh e stumm un “T” evit troiñ.
Ar spanell : ur lamenn koad evit cheñch tu d’ar grampouezhen àr ar bilig.
Prest omp bremañ evit kemer e-karg stand boued Fest Noz Skol Sonerezh Sonam benn an 23 a viz Meurzh e Santez-Elen !
