Arruet eo pladenn nevez ha Klip video Skol Diwan Rianteg

Setu arruet eo ar bladenn, 14 titl anezhiñ, ul levrig 16 pajenn a-barzh ivez. E fin ar blezad skol 2025/26, e tro miz Even e oa bet enrollet ur c’hlip video, a c’helloc’h kavout amañ :

Ur c’hlip video mañ zo bet enrollet war enezenn Kerner e Rianteg, 06/2026. Kanenn hengounel : Edan ur blez ni a zanso. Savet get @Yann Herle Gourves

Pladenn : 10 €. Aes eo d’e goumanatiñ dre Hello Asso amañ.

https://www.helloasso.com/associations/comite-de-soutien-diwan-ar-vorlenn/boutiques/cd-un-naer-e-kerner-nouvel-album-de-skol-diwan-rianteg

Tu zo deoc’h e tapout :

  • War Hello Asso ha skrivañ deomp mard oc’h er c’hornad : skoazell.rianteg@gmail.com.
  • Dre ar post : +3 € frejoù kas

War blas :

  • Skol Diwan Rianteg, 4 straed ar Skolioù 56670 RIANTEG (war eurioù digeriñ pe seriñ ar skol : 8e35 pe 4e45 d’al lun, meurzh, yaou ha gwener, ha pas e kreiz an deiz mar plij :).
  • Biocoop Les 7 Epis Rianteg

Evit teurel ur sell war al levrig 16 bajenn, sell aze un tañva :