Goulenataet eo bet al listennoù evit an dilennadegoù-kêr ganeomp. Evit Bro Rianteg e vo tu deoc’h kavout respontoù da goulennaoueg Diwan evit meur a liste :
- Rianteg : 1 listenn diwar 2 neus respontet (Fabienne Le Roch)
- Lokmikaelig : 3 listenn war 3 o deus respontet (Marc Gourgeon, Marie-Laure Lamy, Eric Paturel),
- Porzh Loeiz : 1 listenn diwar 4 neus respontet (Philippe Malpièce),
- Kervignag : goulenataet e oa bet an div listenn, hini ebet n’eus respontet.
An holl respontoù a vo kavet amañ ganeoc’h, war lec’hienn Diwan. E Breizh a bezh 71 listenn neuint respontet d’ar goulennaoueg, ha 7 dre destenn frank/lizher. >> Amañ :
https://www.diwan.bzh/br/reponses-au-questionnaire-diwan-au-1er-mars-2026
War lec’hienn Emglev Bro an Oriant e c’helloc’h ivez lenn ar respontoù bet graet da goulennaoueg Emglev Bro an Oriant. E Bro an Oriant ez eus 24 listenn a vor an Oriant o deus respontet.
An holl respontoù amañ > https://www.emglevbroanoriant.bzh/spip.php?article3313
Ar respontoù da goulennaoueg e stumm nevesus, kinniget gant ROUEDAD AR BREZHONEG, a zo en linenn. Dedennus tre int rak klokaat a reont goulennoù Diwan : 5 listenn o deus respontet. Nevezus eo ar goulennataer-mañ dre ma implij ur reizhiad poentañ war 20 poent, e stumm ur gael dielfennañ. Setu ar respontoù e stumm skeudennoù.
- Rianteg : 1 listenn diwar 2 neus respontet (Gaetan Malarde)
- Lokmikaelig : 3 listenn war 3 o deus respontet (Marc Gourgeon, Marie-Laure Lamy, Eric Paturel),
- Porzh Loeiz : 1 listenn diwar 4 neus respontet (Hervé Quentel)





