Kenlabourat a ra ar C’huzul Skoazell gant KADS-Klub An Douar Santel Lokmikaelig a-benn kinnig deoc’h un nozvezh dibar-kenañ d’an 18 a viz Here ! Hon eil fest noz aozet a-gevret eo ! Ur programm eus ar c’hentañ zo o c’hortoz ac’hanoc’h : arvest ar vugale (pleustradegoù er skol dija ), ar strolladoù ‘Ndiaz, merc’hed Blue… Continue reading Fest Noz Bededaw #2
skoazell
War zu Skolaj Diwan Gwened !
Setu, an teir flac’h a oa e CM2 a guita hor skol evit mont war zu Skolaj Diwan Gwened. Maina, Lanwenn ha Loeiza o deus graet toud o skoliata e Diwan. Ur gwir enor ha loc’h bras a zo en holl er skol, skipailh pedagogel kement hag ar sipailh kevredigezhel o wellet anezho o kenderc’hel… Continue reading War zu Skolaj Diwan Gwened !
Kentelioù neuial
Skol Diwan Rianteg n’eus chanñs bep blez da gannig d’e skolidi kentelioù neuiñv. Mont a ra ar vugale e poull-neuial digor ar gumun e Kerdurand. Bevañ a reomp holl tal ar mor ha mil a-bouez eo deskiñ neuial evit hollad ar gumuniezh skol. Ar blez mañ neuze, 11 skoliad CP/CE1 o deus heuliet 7 kentel… Continue reading Kentelioù neuial
Fest fin ar blez d’ar Gwener 27/06
Program : (Staliañ : adalek 3eur45 d’abardeiz, afer vo tud evit sikour. Setu an daolenn evit reiñ an dorn : https://docs.google.com/spreadsheets/d/14_XeLzyJjrGKfAvWeAYuG_qlTUu79X-PzIPS-HDKhmo/edit?gid=0#gid=0 17h15 :Digoradur ar fest gant ar c’hoarioù digoust pe paius : Dremmlivaj, tatoo, pesketerezh, c’hoarioù koed, 17h50: Strollañ ar vugale er savadur evit an abadenn gant ar skolaerien : 18h : ABADENN : sonerezh ha kan disoc’h… Continue reading Fest fin ar blez d’ar Gwener 27/06
Penaos oa an dorioù digor e miz Mae
2 familh nevez zo deuet da vizitiñ ar skol. Kinniget eo bet sonerezh d’ar vugale ha d’ar gerent, hag ur merenn vihan gant 80 krampouezhen troet war ar prim ! A benn tuchant, e fest an dibenn blez, d’ar gwener 27 a viz Even 2025.
Stalig boued ha tavarn Diwan e fest Avis de Temps Fort
Abaoe 2012 e genlabour Skol Diwan Rianteg gant ar festival « Avis de Temps fort » (arzoù ar sirk). Ober a reomp war dro an davarn hag ar stal boued nemetañ a zo er festival. Ar bloaz mañ e vo kinniget un abadenn d’ar Yaou 29 a viz Mae e Kastell Kerdurand war kumun Rianteg.… Continue reading Stalig boued ha tavarn Diwan e fest Avis de Temps Fort
Kig ha farz diwezhañ ar goañv ! 01/03/25
Message bilingueSikourit SKOL DIWAN RIANTEG dre zibiñ kig ha farz trankilig er gêr ! Penaos gober ?– MIRIT ho pred buan dre bellgomz 06.98.95.14.93– DAIT da dapout ho pred war marc’had Porzh-Loeiz d’ar sadorn 1añ a viz meurzh etre 8eur30 ha 12eur.PRIZ : 13€ ( ur plad karget mat eo )Ha petra ‘vo evet ‘ta… Continue reading Kig ha farz diwezhañ ar goañv ! 01/03/25
Dorioù-digor ar skol d’ar sadorn 8 a viz Meurzh 2025
Deuit da zizoloiñ penaos e ya en-dro ur skol dre soubidigezh e brezhoneg, e-kreiz Bro Porzh-Loeiz. Pediñ a reomp kerent bugale ganet e 2019 (klas ar re vras), 2020 (MS), 2021 (PS) ha 2022 (rann ar re vihan-tre) da zont da gejañ ganeomp. Dre ma ranker kregiñ gant deskiñ brezhoneg a-raok ar CP eo pouezus… Continue reading Dorioù-digor ar skol d’ar sadorn 8 a viz Meurzh 2025
Dorioù digor an 8 a viz Meurzh 2025
60 den en abadenn sinema e brezhoneg!
Nag a vugale ! Kontant omp bet o tegemer tro 60 den d’ar sadorn 25 a viz Genver, e sal kleweled Rianteg, evit skignadenn un dresadenn-vev brav, e brezhoneg. Lod ar vugale a oa a Ziwan Rianteg, Diwan an Oriant, Divyezh Lokmikaelig. Aozet e-mesk darvoudoù an Deizioù 2025, get sikour Emglev an Oriant ha ti-kêr… Continue reading 60 den en abadenn sinema e brezhoneg!
