Gourc’hemennoù bugale !
Ar raktres oa livet, leun a veudjon, brezhonek ! Ha graet mat eo bet !
Yaouankiz er Vro petra eo ? Bugale ar skolioù Diwan, divyezheg puklik ha prevez Divaskell o tibunañ e barzh dibunadeg vras Gouel ar Gelted en Oriant. Kaset da benn gant ar strollad Kraaz hag Élodie Jaffré, edont 11 bugel eus Skol Diwan an Oriant o kemer perzh diwar an 83 bugel !!
Sellit ouzh ar video e loc’hadeg Bali Chazelles en Oriant !
Bout en ur c’hlas brezhoneg ‘zo teskiñ hag implij ur yezh, met ivez kemer perzh d’ur bed sevenadurel ma ganer enni, ma gomzer brezhoneg e-maez ar skol ivez. Pouezus eo seurt darvoud evit strollañ an HOLL vugale, evit ma implijfent o yezh er bed. Pouezus eo lakaat war well an dra-se ha kalonekaat hor bugale en o implij yezh.
Bravo, ha mersi braz deoc’h bugale ha tout ar skipailh !