Fest noz 15 vlez ar skol !

Boum, Badadao, Bededaw !!! Un darvoud nevez e Bro an Oriant!

Laouen omp da ziskleriañ d’an holl krouidigezh ur fest nevez, amañ àr an Douar Santel e Bro Porzh-Loeiz : aozadur kentañ Fest Noz Bededaw / Diwan. Ra ma talc’ho pell amzer an darvoud-se : Venniñ a raomp gober ag ar “Bededaw Noz”-mañ un darvoud nevez evit Bro an Oriant.

Lidet e vo àr un ton bras 15 vlez SKOL DIWAN RIANTEG d’ar 5 a viz Gouel-Mikael, e sal Artimon e Lokmikaelig. Adal 6e30 noz.
Ur bern strolladoù vo gwelet war al leurenn, ha pediñ a reomp ar skolidi gozh da zont evit ur “poltred familh” da 7eur rik er sal !Deuit e darempred ganeomp evit laret ma voc’h gwelet : skoazell.rianteg@gmail.com

Titouroù :

Boued ha tavarn war blas (boued bio ha lec’hel)

Adalek 6e30 (digoradur gant Bagad an Drouz Vor) betek 2eur vintin

Mont-trez priz normal : 8 €

Digoust dindan 12 vlez

Distaol 12-18 vlez pe goude hanter-noz : 4 €

Urzh tremen an noziad :

Trugarez d’ar skoazellerien :

Coreff, BioCoop Les 7 épis, BioCoop Belz, Tavarn La Grotte Porzh Loeiz, Tavarn-Preti Kama’Rade Pleheneg, Wefit Belz, Wefit Gwidel, Iot.bzh, TammKreiz.

Produioù a galite :

Legumaj Liozh Saint Sauveur e Berleuine, Laezh ti-feurm saout-laezh Saint Sauveur e Berluine, Gwin bio a Kama’Rade, Vioù eus Tyt’oeuf Kervignag, Bleud eus Milin St Germain en Ardeven, Produioù ag ar Biocoopoù Belz ha Rianteg, amann bio Kerguilette e Ploue, Kig-moc”h eus Ty Producteur e Kervignag