Yann Herle Gourvez bet e mesk ar 5 skoliad kentañ bet e Diwan e Bro Leon, e 1977 neus kontet deomp e hent, ha penaos en deus kemeret perzh e krouidigezh Diwan Rianteg e 2009. Odile Kerzhero, neus krouet eil skol Diwan Naoned e kreiz ar bloavezhioù 80. Keuz ebet ganti, hag anat e oa… Continue reading Noziad teulfilmoù diwar benn istor Diwan
Darvoudoù
Gwerzh Kig ha Farz evit mad ar Skol + bier a vro Bagan : an hini D’istribilh
Bilañsig : gwerzhet eo bet 270 lodenn Kig ha Farz war marc’had porzh-Loeiz d’an 30 a viz Meruzh + 150 voutailhad distribilh. Gounezet eo bet tro 2000 € evit ar skol Diwan. Trugarez d’an holl. ————————– Sikourit SKOL DIWAN RIANTEG dre zibiñ kig ha farz trankilig er gêr ! Penaos gober ? – MIRIT ho… Continue reading Gwerzh Kig ha Farz evit mad ar Skol + bier a vro Bagan : an hini D’istribilh
Stummet eo bet krampouezhourion an dazont !
d’ar sadorn 16 a viz meurzh pa oe aozet dorioù-diogr ar skol, hon eus bet ar blijadur da zegemer François (tad-kozh bugale ag ar skol). Desket n’eus da lod ar gerent penaos aozañ an toaz gwinizh du (ar bras). Ha da oude eo bet desket troiñ ar grampouezh. Implijet eo bet meur a ostilh Ar… Continue reading Stummet eo bet krampouezhourion an dazont !
Kentañ abadenn “babig lenner” e Rianteg
D’ar merc’her 21 a viz C’hwevrer 2024 e aozomp hon kentañ abadenn lenn evit ar babigoù (0-3 bloaz). Da 10e15 e Mediaoueg Anjela Duval e Rianteg. Deuit da lakaat ar brezhoneg da vout klevet gant ar pouponigoù ! Kinnig a reomp aze deoc’h hor gentañ prantad “babigoù lenner”, Aozet e-doug devezh etrevroadel ar yezhoù mamm… Continue reading Kentañ abadenn “babig lenner” e Rianteg
Un dresadenn vev e brezhoneg d’an 13/01 e Rianteg !
Ar c’huzul skoazell a aoz skignadenn un dresadenn vev e Brezhoneg “marvailhoù a-bempoù” d’ar Sadorn 13 a viz Genver. Goude an dresadenn-vev e vo pedet an dud da vont en “Effet Mer” (5 munud àr-droed). Desket ha dibunet vo un nebeudig rimadelloù en Effet Mer. Padelezh : 56 mun – 10e00 vintin – Fin an… Continue reading Un dresadenn vev e brezhoneg d’an 13/01 e Rianteg !
Un abadenn nedeleg 2023 a galite !
Deuet eo ar strollad a-vicher Katell ha Fred evit gouel Nedeleg ar skol. E-pad 45 vunutenn o deus ar vugale diskouezhet deomp un abadenn a galite. Degemeret e oa bet an arzourien er skol un hanter dervez araok an darvoud ha goude-se e voe bet labouret an tonioù gant ar skipailh bedagogel. Ar holl bugale… Continue reading Un abadenn nedeleg 2023 a galite !
Deuet eo brav an trede Foar ar Laou !
Trugarekaat a ra ar C’huzul Skoazell an holl re deuet niverus d’hon trede foar ar laou : 930 den memestra ! Mersi bras d’ar gerent, d’ar standourien hag o 150 metrad hed a stand, ha d’an dud niverus o deus roet objedoù deomp. a drugarez d’an holl eo ouzhpenn 1800 e rastellet evit Skol Diwan… Continue reading Deuet eo brav an trede Foar ar Laou !
Lennadennoù e brezhoneg er vediaouegoù
Kuzul Skoazell Skol Diwan Rianteg ha mediaouegoù Anjela Duval (Rianteg) ha Filomena Jouan (Lokmikaelig) a ginnig deoc’h ar blez-mañ ur lennadenn e brezhoneg bep eil merc’her etre miz Genver ha Mezheven, da 4e30 G.M. Peadra da blantiñ brezhoneg er-maez ag an amzer skol, kejiñ get kerent skolioù Diwan ha divyezheg ar c’hornad ha dizoloiñ ar… Continue reading Lennadennoù e brezhoneg er vediaouegoù
Deuit da blatañ plant flamboez !
Roet vez deoc’h emgav er sul mañ, d’ar 24 a viz Gwengolo da 10e30 war porzh-skol Diwan Rianteg (Hent-dall ar skolioù, 56670 RIANTEG). Evit kenderc’hel gant ar raktres « Porzh-skol plantet » e kemero perzh kerent ar vugale, bugale ha tud all d’ur prantad platañ 20 gwezenn flamboez. Digor eo d’an holl an abadenn-mañ, kerent Diwan pe… Continue reading Deuit da blatañ plant flamboez !
Merenn-vihan ha digor-kalon an distro-skol !
Evit kregiñ mad ar bloaz, ez omp laouen o pediñ ac’hanoc’h da : merenn/digor kalon an distro skol, d’ar gwener 8 a viz Gwengolo Adalek 5e30 – War porzh ar skol. Da bep hini da gas traoù da zebriñ / evañ da rannañ gant ar re all.