Erruet eo deiziadur DIWAN 2025

Kinnig a reomp deoc’h, ‘giz bep bloaz, deiziadur Diwan 2025, savet gant skipailh skol Diwan PLABENNEG ar bloaz-mañ. 50% eus ar gounidoù a zaio da Ziwan Rianteg. “An egor” eo tem ar bloaz-mañ. Kavet vo ganeoc’h e-barzh poltriji kaer meurbet eus ar stered.

Lec’hioù gwerzh e Bro an Oriant :

RIANTEG : Le magasin BIOCOOP, 31 Rue de Kerdurand,

RIANTEG : SKOL Diwan, 4 hent-dall ar skolioù, (eurioù digeriñ : 8h35 à 17h00)

PORZH-LOEIZ : Tavarn la Peau de l’Ours, 16 Grand rue

LOKMIKAELIG : CocciMarket, 2 straed an Iliz

PLEHENEG : Le Kama’Rade, 8 straed an Driasker

AN ORIANT : Stal levrioù Coop Breizh, 60 straed ar Porzh

Evit prenañ lod deuit ivez e darempred ganeomp war-eeun : skoazell.rianteg@gmail.com pe 06 84 89 62 61