Sinema e brezhoneg !

Gant plijadur e kinnigomp deoc’h un abadenn nevez evit ar vugale d’ar sadorn 25 a viz Genver (benn 8 teiz) e sal Kleweled Rianteg !
Ur super dresadenn vev evit ar vugale, unan brav ken ken ! Digoust, pedit tud ! 140 plas a zo !!
Padelezh : 76 vunutenn, is titlet e galle, adalek 5 blez.


Teaser > https://www.youtube.com/watch?v=Vtv8Uw15JKs

Pitch – Brezhoneg

Emañ an Nedeleg o tostaat e Flåklypa, hag o c’hortoz an erc’h emañ Solan ha Ludvig, evel ar gêriadenniz-all. Met siwazh dezho n’eus ket feson erc’h tamm ebet… Neuze e tiviz Reodor, ho mignon, sevel ur c’hanol erc’h galloudus meurbet ! Met pa lak rener ar gazetenn e grabanoù war ar mekanik-se e rank Solan ha Ludvig kemer an traoù e karg, kuit d’ar gêriadenn da vezañ distrujet abalamour dezhañ ha d’e raktresoù bras…

Aozet get sikour Emglev Bro an Oriant, e mesk program an Deizioù 2025, ha get prest ar sal get ti-kêr RIANTEG.