Nag a vugale ! Kontant omp bet o tegemer tro 60 den d’ar sadorn 25 a viz Genver, e sal kleweled Rianteg, evit skignadenn un dresadenn-vev brav, e brezhoneg. Lod ar vugale a oa a Ziwan Rianteg, Diwan an Oriant, Divyezh Lokmikaelig.
Aozet e-mesk darvoudoù an Deizioù 2025, get sikour Emglev an Oriant ha ti-kêr Rianteg.
Trugarez d’ar vugale o deus kemeret perzh e koulzad brudañ an abadenn !
