Ar c’huzul skoazell a aoz skignadenn un dresadenn vev e Brezhoneg “marvailhoù a-bempoù” d’ar Sadorn 13 a viz Genver. Goude an dresadenn-vev e vo pedet an dud da vont en “Effet Mer” (5 munud àr-droed). Desket ha dibunet vo un nebeudig rimadelloù en Effet Mer.
Padelezh : 56 mun – 10e00 vintin – Fin an abadenn da 12h00.
Pelec’h : Skignet vo ar film e sal Audio Rianteg (skol Paul Emile Victor 56670 RIANTEG).
Kenaozet get sikour Emglev Bro an Oriant evit an Deizioù 2024.
Darempred : 06 89 86 66 01
- An Istor : “Penaos adijinañ ar marvailhoù en un doare fentus ha speredek war un dro… Lakaomp e vefe Kabellig Ruz ha Gwennercʼh mignonezed a-gozh… Hag e stourmfent a-gevret d’en em zizober diouzh preizherien varnaoniek pe diouzh ur vamm-gaer c’hoantoù drouklazhañ ganti. Ha petra rafe Jakez (hini e favenn hud) m’en dije Luduennig da amezegez koant ? An istorioù-se eo a vez kontet deomp gant ur bleiz tres un dandy warnañ…”