KIG HA FARZ AR SKOL 4/03/2023

Sikourit SKOL DIWAN RIANTEG dre zibiñ kig ha farz trankilig er gêr (250 lodenn koumandet) ! Penaos gober ? Diwallit KHF nemetañ ar gouiañv kinniget get hor skol e vo. Mirit buan ho lod. – MIRIT ho pred A-RAOK ar merc’her 1añ a viz Meurzh dre bellgomz ( 06.98.27.64.56 ) – DAIT da dapout ho… Continue reading KIG HA FARZ AR SKOL 4/03/2023

Published
Categorized as Darvoudoù

Labourioù er skol : Ag ur porzh-skol “maenek” d’ur “porzh-liorzh”

Exif_JPEG_420

Kerent Skol Diwan Rianteg o deus labouret stank-ha-stank e-pad dibenn-sizhun an 11-12 a viz C’hwevrer 2023. Labouret o deus evit mad o bugale hag evit mad an endro : distrujet zo bet lodennoù maenek ar porzh-skol evit o leuniiñ get douar ha plantiñ gwez enne. Ar chanter-mañ zo bet kaset da benn goude 1 blezad… Continue reading Labourioù er skol : Ag ur porzh-skol “maenek” d’ur “porzh-liorzh”

Published
Categorized as Keleier

Lennadennoù evit ar vugale e mediaoueg Rianteg

Tristan Le Nedeleg, membre du comité de soutien, a assuré la première lecture

Prantadoù lenn e brezhoneg a vez kinniget gant kerent Kuzul Skoazell Diwan Rianteg e mediaouegoù Lokmikaelig ha Rianteg. Lenn pennad an Télégramme Lenn pennad ar Ouest France ivez

Published
Categorized as Darvoudoù

Brezhoneg er maez a skolioù ? Ya ‘vat ! Lennadennoù e brezhoneg e mediaoueg Rianteg ha kani Lokmikaelig 

Kuzul Skoazell Skol Diwan Rianteg ha mediaouegoù Anjela Duval (Rianteg) ha Filomena Jouan (Lokmikaelig) a ginnig deoc’h ar blez-mañ ur lennadenn e brezhoneg bep eil merc’her etre miz Genver ha Mezheven, da 4e30 G.M. Peadra da blantiñ brezhoneg er-maez ag an amzer skol, kejiñ get kerent skolioù Diwan ha divyezheg ar c’hornad ha dizoloiñ ar… Continue reading Brezhoneg er maez a skolioù ? Ya ‘vat ! Lennadennoù e brezhoneg e mediaoueg Rianteg ha kani Lokmikaelig 

Published
Categorized as Darvoudoù

Eil Foar ar Laou Diwan Rianteg

Kuzul Skoazell Skol Diwan Rianteg a aoz e eil Foar ar Laou e Rianteg! E sal Kefelleg (1 straed Joliot Curie) e vo, d’ar sul 27 a viz DU 2022. Digor etre 9eur vintin ha 6eur noz. Tavarnig (kafe, boeson…) ha sandwichoù war blas. Deuit da werzhañ, prenañ, mac’hatañ, flapiñ-flapañ en ur sal, er goudor.… Continue reading Eil Foar ar Laou Diwan Rianteg

Published
Categorized as Darvoudoù

Un abadenn get Job ar Souilh, e Lokmalo e Porzh-loeiz d’ar sul 23/10

1 abadenn fent a zoare vo kinniget get Kelc’h an Drouz Vor d’ar sul 23 a viz Here 2023 e Porzh Loeiz (56). 80% eus ar gounidoù a vo roet da Ziwan Rianteg. Mersi dezhe. Jean-acques Valy neus krouet un dudenn farsus, anvet Job ar Souilh. Un den bet o labourat en arsanailh an Oriant… Continue reading Un abadenn get Job ar Souilh, e Lokmalo e Porzh-loeiz d’ar sul 23/10

Published
Categorized as Darvoudoù

Bougennoù-moc’h get sitr – Pred da gas !

Sikourit ar skol, dre zibiñ Bougennoù moc’h get sistr d’an 22/10 2022 e Porzh-loeiz,  trankilig er gêr ! Penaos gober ? MIRIT ho pred hag ar sistre A-RAOK dre bellgomz (06.98.27.64.56) pe dre bostel : skoazell.rianteg@gmail.com ar buanañ ar gwellañ. DAIT da dapout ho pred ar marc’had Porz-Loeiz d’ar SADORN 22 a viz HERE  etre… Continue reading Bougennoù-moc’h get sitr – Pred da gas !

Published
Categorized as Darvoudoù