D’ar sadorn 13/01/2024 eo bet aozet skignadenn ur film hir vrav evit ar vugale. Kazi 50 den a oa. Goude-se , aet eo ar familhoù da zeskiñ un nebeut rimadelloù ha kananennoù en EFFET MER, e bourk Rianteg. Un 20 den bennak zo aet-di. Plijus e oa. Al levrig pedagogel da bellgargañ e PDF amañ… Continue reading Un mintiniad maez ar skol
skoazell
Un dresadenn vev e brezhoneg d’an 13/01 e Rianteg !
Ar c’huzul skoazell a aoz skignadenn un dresadenn vev e Brezhoneg “marvailhoù a-bempoù” d’ar Sadorn 13 a viz Genver. Goude an dresadenn-vev e vo pedet an dud da vont en “Effet Mer” (5 munud àr-droed). Desket ha dibunet vo un nebeudig rimadelloù en Effet Mer. Padelezh : 56 mun – 10e00 vintin – Fin an… Continue reading Un dresadenn vev e brezhoneg d’an 13/01 e Rianteg !
Un abadenn nedeleg 2023 a galite !
Deuet eo ar strollad a-vicher Katell ha Fred evit gouel Nedeleg ar skol. E-pad 45 vunutenn o deus ar vugale diskouezhet deomp un abadenn a galite. Degemeret e oa bet an arzourien er skol un hanter dervez araok an darvoud ha goude-se e voe bet labouret an tonioù gant ar skipailh bedagogel. Ar holl bugale… Continue reading Un abadenn nedeleg 2023 a galite !
Deuet eo brav an trede Foar ar Laou !
Trugarekaat a ra ar C’huzul Skoazell an holl re deuet niverus d’hon trede foar ar laou : 930 den memestra ! Mersi bras d’ar gerent, d’ar standourien hag o 150 metrad hed a stand, ha d’an dud niverus o deus roet objedoù deomp. a drugarez d’an holl eo ouzhpenn 1800 e rastellet evit Skol Diwan… Continue reading Deuet eo brav an trede Foar ar Laou !
Lennadennoù e brezhoneg er vediaouegoù
Kuzul Skoazell Skol Diwan Rianteg ha mediaouegoù Anjela Duval (Rianteg) ha Filomena Jouan (Lokmikaelig) a ginnig deoc’h ar blez-mañ ur lennadenn e brezhoneg bep eil merc’her etre miz Genver ha Mezheven, da 4e30 G.M. Peadra da blantiñ brezhoneg er-maez ag an amzer skol, kejiñ get kerent skolioù Diwan ha divyezheg ar c’hornad ha dizoloiñ ar… Continue reading Lennadennoù e brezhoneg er vediaouegoù
An daouarn en douar
31 den edomp (kerent ha bugale ar skol) d’ar sadorn 24 a viz Gwengolo evit kenderc’hel da blantañ traoù er porzh-skol. Skoazellet gant Therese Runigo, mamm-gozh bugale zo deus ar skol, hon eus bet plijadur o turiañ douar ha plantañ bern flamboez ! :
Deuit da blatañ plant flamboez !
Roet vez deoc’h emgav er sul mañ, d’ar 24 a viz Gwengolo da 10e30 war porzh-skol Diwan Rianteg (Hent-dall ar skolioù, 56670 RIANTEG). Evit kenderc’hel gant ar raktres « Porzh-skol plantet » e kemero perzh kerent ar vugale, bugale ha tud all d’ur prantad platañ 20 gwezenn flamboez. Digor eo d’an holl an abadenn-mañ, kerent Diwan pe… Continue reading Deuit da blatañ plant flamboez !
POST SKOLAER-SKOLAEREZ ERLEC’HIER – CDD – 2023/2024
Emañ Diwan Breizh ha Skol Diwan Rianteg o klask ur skolaer pe ur skolaerez evit erlec’hiañ ar skolaerez a vo ehanet a-benn nebeut a-gaoz d’ur gloaziadenn. Ma anveoc’h hini pe hini dedennet treuzkasit ar c’hinnig mar plij. Ar post : Skolaer pe skolaerez erlec’hier – CDD Pelec’h ? E Skol Diwan Rianteg, e kreiz bourk Rianteg, war… Continue reading POST SKOLAER-SKOLAEREZ ERLEC’HIER – CDD – 2023/2024
Kregiñ raio ar gentelioù brezhoneg evit an dud deuet e Rianteg d’ar 7/10.
Evit an eil kwech e kinnig Skol Diwan Rianteg, kentelioù brezhoneg ispisializet evit an dud gour, kerent an hentennoù divyezheg pe Diwan ha tud bed micherel ar bugaligoù. Savet eo bet ar raktres a gevret gant ROUDOUR. 15 eurvez kentel a vo kinniget, dasparzhet war 5 mintiniad ur sadorn vintin, etre an 23 a viz… Continue reading Kregiñ raio ar gentelioù brezhoneg evit an dud deuet e Rianteg d’ar 7/10.
Merenn-vihan ha digor-kalon an distro-skol !
Evit kregiñ mad ar bloaz, ez omp laouen o pediñ ac’hanoc’h da : merenn/digor kalon an distro skol, d’ar gwener 8 a viz Gwengolo Adalek 5e30 – War porzh ar skol. Da bep hini da gas traoù da zebriñ / evañ da rannañ gant ar re all.
