E 2009 e oa bet digoret Skol Diwan Rianteg. Ur skol-vamm ha kentañ derez eo. Kevredik, laik, digoust ha digor d’an holl eo. Degemeret ‘vez bugale ar familhoù, tomm o c’halon ouzh un deskadurezh divyezheg a-feson (brezhoneg ha galleg), digor war ar bed ha tost d’o gwrizioù.
Krouet e oa bet Diwan e 1977. Skoliataet e vez enni 4063 bugel e 56 skol, eus ar skol-vamm betek al lise.
Heuliet e vez programmoù an Deskadurezh Stad gant un atoud ouzhpenn, prenañ skiant un eil yezh dre ar soubidigezh.
Skol Diwan Rianteg a zegemer 45 bugel (bloavezhiad skol 2023-24) o tont eus Rianteg hag ar c’humunioù tro-dro, eus ar re vihan 1 betek ar CM2. Teiz glasad lieslive a gonter er skol.
Tennañ gounid a ra eus servijoù an ti-kêr evel ar skolioù all: kantinenn, diwallerezh, levraoueg, kentelioù poull-neuial, tachenn sport… Urzhiaterezioù a zo er skol.
Les derniers articles :
- Stummet eo bet krampouezhourion an dazont !d’ar sadorn 16 a viz meurzh pa oe aozet dorioù-diogr ar skol, hon eus bet ar blijadur da zegemer François (tad-kozh bugale ag ar skol). Desket n’eus da lod ar gerent penaos aozañ an toaz gwinizh du (ar bras). Ha da oude eo bet desket troiñ ar grampouezh. Implijet eo bet meur a ostilh Ar… Continue reading Stummet eo bet krampouezhourion an dazont !
- Deizioù 2024 : ar vugale zo aet da weladenniñ an diskouezadeg “Eñvor”Degemer a ra kastell erdurand an diskouezadeg Envor evit ar festival Deizioù kaset da benn gant emglev Bro an Oriant etre ar 16 a viz C’hwevrer 2024 hag ar 16 a viz Meruzh. Aurélia, kelennerez arzoù-kaer he deus kaset da benn ul labour war tem ar memor. Livañ a ra, meskañ a ra teknikoù ivez… Continue reading Deizioù 2024 : ar vugale zo aet da weladenniñ an diskouezadeg “Eñvor”
- Kentañ abadenn “babig lenner” e RiantegD’ar merc’her 21 a viz C’hwevrer 2024 e aozomp hon kentañ abadenn lenn evit ar babigoù (0-3 bloaz). Da 10e15 e Mediaoueg Anjela Duval e Rianteg. Deuit da lakaat ar brezhoneg da vout klevet gant ar pouponigoù ! Kinnig a reomp aze deoc’h hor gentañ prantad “babigoù lenner”, Aozet e-doug devezh etrevroadel ar yezhoù mamm… Continue reading Kentañ abadenn “babig lenner” e Rianteg
- Un mintiniad maez ar skolD’ar sadorn 13/01/2024 eo bet aozet skignadenn ur film hir vrav evit ar vugale. Kazi 50 den a oa. Goude-se , aet eo ar familhoù da zeskiñ un nebeut rimadelloù ha kananennoù en EFFET MER, e bourk Rianteg. Un 20 den bennak zo aet-di. Plijus e oa. Al levrig pedagogel da bellgargañ e PDF amañ… Continue reading Un mintiniad maez ar skol
- Un dresadenn vev e brezhoneg d’an 13/01 e Rianteg !Ar c’huzul skoazell a aoz skignadenn un dresadenn vev e Brezhoneg “marvailhoù a-bempoù” d’ar Sadorn 13 a viz Genver. Goude an dresadenn-vev e vo pedet an dud da vont en “Effet Mer” (5 munud àr-droed). Desket ha dibunet vo un nebeudig rimadelloù en Effet Mer. Padelezh : 56 mun – 10e00 vintin – Fin an… Continue reading Un dresadenn vev e brezhoneg d’an 13/01 e Rianteg !
- Un abadenn nedeleg 2023 a galite !Deuet eo ar strollad a-vicher Katell ha Fred evit gouel Nedeleg ar skol. E-pad 45 vunutenn o deus ar vugale diskouezhet deomp un abadenn a galite. Degemeret e oa bet an arzourien er skol un hanter dervez araok an darvoud ha goude-se e voe bet labouret an tonioù gant ar skipailh bedagogel. Ar holl bugale… Continue reading Un abadenn nedeleg 2023 a galite !