E 2009 e oa bet digoret Skol Diwan Rianteg. Ur skol-vamm ha kentañ derez eo. Kevredik, laik, digoust ha digor d’an holl eo. Degemeret ‘vez bugale ar familhoù, tomm o c’halon ouzh un deskadurezh divyezheg a-feson (brezhoneg ha galleg), digor war ar bed ha tost d’o gwrizioù.
Krouet e oa bet Diwan e 1977. Skoliataet e vez enni 4063 bugel e 56 skol, eus ar skol-vamm betek al lise.
Heuliet e vez programmoù an Deskadurezh Stad gant un atoud ouzhpenn, prenañ skiant un eil yezh dre ar soubidigezh.
Skol Diwan Rianteg a zegemer 47 bugel (bloavezhiad skol 2025-26) o tont eus Rianteg hag ar c’humunioù tro-dro, eus ar re vihan 1 betek ar CM2. Teir glasad lieslive a gonter er skol : ur c’hlasad skol-vamm (PS1, PS2 ha re grenn ha re vras), ur c’hlasad CP-CE1 , ur c’hlasad CE2/CM1/CM2.
Tennañ-gounid a ra eus servijoù an ti-kêr evel ar skolioù all: kantinenn, diwallerezh, levraoueg, kentelioù poull-neuial, bageal, tachenn sport… Urzhiaterezioù a zo er skol.
Ur porzh-skol “oasis” zo bet krouet e 2022 : muioc’h a glasvez hag a lec’hioù bihan ha kled evit c’hoari a zo evit gwir blijadur ar vugale hag un aergelc’h seder war ar porzh skol.
Les derniers articles :
- Arruet eo pladenn nevez ha Klip video Skol Diwan RiantegSetu arruet eo ar bladenn, 14 titl anezhiñ, ul levrig 16 pajenn a-barzh ivez. E fin ar blezad skol 2025/26, e tro miz Even e oa bet enrollet ur c’hlip video, a c’helloc’h kavout amañ : Pladenn : 10 €. Aes eo d’e goumanatiñ dre Hello Asso amañ. https://www.helloasso.com/associations/comite-de-soutien-diwan-ar-vorlenn/boutiques/cd-un-naer-e-kerner-nouvel-album-de-skol-diwan-rianteg Tu zo deoc’h e tapout :… Continue reading Arruet eo pladenn nevez ha Klip video Skol Diwan Rianteg
- Ar vugale zo bet aterset e studio Radio BalisesUn dek bennak anezhe oe bet sizhun paseet e studio radio Balises da gomz a-ziar raktres o pladenn nevez. Interesant bras eo an abadenn, met e galleg hepken siwazh (abadennoù all a vo rit ket bill). Selaouit amañ
- Ur pennad e-barzh Ya!Ar sizhunieg hollvrezhoneg Ya! en deus embannet ur pennad diwar benn pladenn nevez skol diwan Rianteg. Adlennit anezhañ amañ.
- Klask zo war un Asem.ez evit klokaat skipailh Skol Diwan RiantegEmañ Skol Diwan Rianteg o klask un ASEM.ez nevez evit klokaat ar skipailh pedagogel. Ma anveoc’h hini pe hini dedennet treuzkasit ar c’hinnig mar plij. Ar post : ASEM CDD Pelec’h ? E Skol Diwan Rianteg, e kreiz bourk Rianteg, war aod ar Morbihan e-tal an Oriant Pegoulz ? Erlec’hiadur eus miz Genver da viz Ebrel 2027 Skiant-prenet… Continue reading Klask zo war un Asem.ez evit klokaat skipailh Skol Diwan Rianteg
- Dorioù-digor ar Skol – Gwener 29/05Gwener 29/05 – Dorioù digor Skol Diwan Rianteg, etre 4e45 ha 6e30 d’enderv. Deuit da zizoloiñ penaos e ya en-dro ur skol dre soubidigezh e brezhoneg, e-kreiz Bro Porzh-Loeiz. Pediñ a reomp kerent bugale da zont da gejañ ganeomp. Aze vo ar skipailh pedagogel hag ar gerent evit eskemm ganeoc’h a-ziar mont-en-dro ar skol, perzhioù… Continue reading Dorioù-digor ar Skol – Gwener 29/05
- Sinet eo bet evit chom 25 bloaz c’hoazh e Rianteg !D’ar Meurzh 10 a viz Meurzh 2026 da 5e30 d’enderv, e oa bet dalc’het lid sinadur an emglev nevez etre Ti-kêr Rianteg ha Skol Diwan Rianteg evit pezh a denn da dachenn ar skol. Simon Rolland, en anv an AEP, en deus sinet an emglev dirak an Aotrou Maer, Jean-Michel Bonhomme, hag Anne-Sophie Brats, Prezidantez… Continue reading Sinet eo bet evit chom 25 bloaz c’hoazh e Rianteg !









