Skignadenn an dresadenn vev “Ar vigornez hag ar balum”

Deuit niverus gant ar vugale d’ar sadorn 11 a viz C’hwevrer, 10e30, e sal kleweled Rianteg (ru ar bradenn) da sellet ouzh un dresadenn vev vrav.

Diveradenn : War karreg ur porzh kozh e kav hir he amzer ar vigornez vunut, an hunvre ganti beajiñ dre ar bed. En em gavout a ra, un deiz, ur pezh balum askellek hag a ginnig kas anezhi gantañ dre ar meurvorioù. Ur veaj brav ha marvailhus a reomp a-drugarez d’ar vignoniezh dic’hortoz-se, a gas ac’hanomp eus pezhioù pikolioù traoù d’ar re vunutañ.

Gant krouerien « Ar Grouffalo » ha « Zog », diwar an albom gant Julia Donaldson hag Alex Scheffler.

Aozet get sikour : Emglev Bro an Oriant evit an Deizioù 2023. Ha trugarez da ti-kêr Rianteg evit bout prestet ar sal skignañ.