Labourioù er skol : Ag ur porzh-skol “maenek” d’ur “porzh-liorzh”

Exif_JPEG_420

Kerent Skol Diwan Rianteg o deus labouret stank-ha-stank e-pad dibenn-sizhun an 11-12 a viz C’hwevrer 2023. Labouret o deus evit mad o bugale hag evit mad an endro : distrujet zo bet lodennoù maenek ar porzh-skol evit o leuniiñ get douar ha plantiñ gwez enne.

Lod ag ar gwez nevez-plantet. Un “dizourer” zo bet staliet etre ar porzh-mein hag ar c’hlazenn evit degemer dourioù glav a zo stank e-pad ar gouiañv.

Ar chanter-mañ zo bet kaset da benn goude 1 blezad hanter labour prientiñ : ur yalc’had zo bet tapet get kevredigezh Kuzul Skoazell ar Skol get OFB (ofis Gall ar Bevliesseurted) ha Tolpad-kêrioù an Oriant. 1500 € a oa bet resevet e miz Meurzh 2022, kement-se o devoa servijet evit ur lodenn anezhi da aoziñ prantadoù plijus gant animatourion natur e brezhoneg, er skol (get Spered an Natur a Gewenn, ha Mignoned ar Brezhoneg a Wened). Ar chanter-skol a zo disoc’h an hentad-mañ, get ar pal kreskiñ lec’h an natur àr ar porzh-skol, kreskiñ an disheol e-pad an hañv, tostaat ar vugale doc’h ar bevliesseurted (ar plant hag al loened)….

Disoc’h ar chanter :

  • 6 gwezenn vras (2 vetrad) plantet,
  • 150 m² douar gwir nevez lakaet àr ar porzh, get yeot hag ur bradenn hadet,
  • Brasaet ar bratell a 25% evit tizhout 22m², ha cheñchet an toenn dezhi (plastik erlec’hiet get bardaj houarn àr 22m²)
  • Brasaet ar porzh-skol a 80m² get asant an ti-kêr,
  • Nevesaet ar podoù-plant, glouedoù brav e koad kistin staliet evit derc’hel an douar,
  • Glouedoù tro-ha-tro ar skol nevez staliet…
Toenn ar bratell nevez

Ar pennadoù en telegramme hag er Ouest-france :

Ouest France :

https://www.ouest-france.fr/bretagne/riantec-56670/un-week-end-de-travaux-ecoresponsables-a-lecole-diwan-de-riantec-aa8b1d8a-aafb-11ed-8711-377c0b9167eb

télégramme :

https://www.letelegramme.fr/morbihan/riantec/a-riantec-le-comite-de-soutien-de-l-ecole-diwan-cree-une-cour-jardin-12-02-2023-13277764.php