Troioù-hud e fest nedeleg ar skol !

Nag a dud, 100 den bennak oa deuet da brofitañ eus an arvest digoust kinniget gant kuzul Skoazell ar skol. Arvest “Eflam ar Strobineller” neus souezhet ar vugale kement eget ar gerent. Trugarez d’an arzour !

Evit derc’hell gant an aergelc’h gaer, echuet eo bet an nozvezh get un “limp-lonk ha chaok” aozet get ar gerent : evañ un tasad ha debriñ un draig en ur flapiñ holl arsambl, simpl ha bourus e oe.

Nedeleg laouen d’an holl !