Eil Foar ar Laou Diwan Rianteg

Kuzul Skoazell Skol Diwan Rianteg a aoz e eil Foar ar Laou e Rianteg! E sal Kefelleg (1 straed Joliot Curie) e vo, d’ar sul 27 a viz DU 2022. Digor etre 9eur vintin ha 6eur noz. Tavarnig (kafe, boeson…) ha sandwichoù war blas. Deuit da werzhañ, prenañ, mac’hatañ, flapiñ-flapañ en ur sal, er goudor.

Gweladennerien : 1 € ar mont ‘barzh,

Standourien : 200 metrad stand a vo, etre 40 hag 50 stand : mirit hoc’h hini ivez : 7 € an daol (prestet) a 80 cmx120 cm. Tu zo prenañ meur a daol. Mirout ur plas : 06 16 46 82 60 pe skoazell.rianteg@gmail.com ; Staliañ : 7eur/9eur vintin. Distaliañ : goude 6eur noz

Ur stand vras a vo gant dafar Kuzul Skoazell Diwan da werzhañ : profit traoù da werzhañ ma fell deoc’h, ha kasit se deomp war ar stand, d’ar sadorn 26 G.M pe d’ar sul 27 araok 9 eur vintin, pe deuit e darempreg ganeomp.

Trugarez deoc’h !