CD 10 vlez Diwan Rianteg ‘zo bet embannet !!

Get ur gwir plijadur e embann Skoazell Diwan Rianteg ur bladenn CD bet krouet get bugale hor skol e 2019 evit lidiñ 10 vlez Diwan Rianteg. Ur sapre labour zo bet kaset da benn get ar vugale, evit kinnig deomp, ha d’hon divskouarn un 10 ton brav e brezhoneg. 150 skouerenn zo bet embannet, unan zo bet profet da bep tiegezh ag ar Skol, da bep arzour, da bep den bet ‘barzh jeu. Ur bladenn zo profet ivez da bep krouadur bet é kanal er bladenn-mañ, lod kuitaet ar skol gete dija. Moaien vo deoc’h pellgargiñ ar bladenn, àr an holl diazoù pellgargiñ (adal ar 26 a viz Genver 2021). Posubl vo selaou doc’h an tonioù e kement lec’h tro-dro d’ar voull-douar !

Trugarekaat a raomp a greiz-galon an arzourien o deus kemeret perzh a youl-vat, kerent an AEP/Skoazell o deus roet ag o amzer evit kas da benn ar raktres-mañ hag ar skipailh pedagogel ivez. Diwan zo ur skol dibar pa vez kaoz ag ar sevenadur treuzkaset, ar bladenn-mañ a zo un testeni frouezhus a gement-mañ. Un testeni eo ivez ag al labour kaset get ar skol àr tachenn an arzoù hag ar sevenadur. Dre ar blijadur da gomz, ar c’han hag ar c’hrouiñ e vo savetaet hor yezh ! Kanomp uhel neuze !

Une partie des artistes et bénévoles : Yves Jego, Yann Raoul, Momo Jouanno, Etienne Callac, Tristan An Nedeleg, Mael Ar Gov

Trugarez vras d’an holl arzourien o deus labouret a youl vat evit skoazelliñ Diwan : Etienne Callac, Roland Conq, Amelie Les Crayons, Yann Raoul, Yves Jego, Momo Jouanno, Youn Kamm, Mael ar Gov, Tudi Le Cam, Paol Callac, Mael Paillot, Yves le Guennec. Trugarez da Suzie Guillermic evit ar graferezh, ha da Ronan Jossec evit ar son-veskañ hag ar mastering.

Trugarez a-greiz galon da Radegonde Jouanno, brezhonegerez a-vihanik a Rianteg, treuzkaset geti deomp an ton Deomp da Rianteg da vale, Trugarez d’ar familh Runigo evit an daou don dastummet gete : Brandi Sant-Iwan hag Hei, Hei d’ar marc’had.

Skouerennoù a zo da werzhiñ ivez, m’ho peus c’hoant profiñ lod : 10 € ar CD, àr ar lec’h e Skol Diwan Rianteg, pe dre bostel da skoazell.rianteg@gmail.com, pe dre ur brenadenn kaset dre ar post er boutik.mignoned.bzh

Da bellgargiñ en holl diazoù pellgargiñ dre ho koumanantoù pe dre e breniñ en-linenn (Deezer, Spotify, Apple music…)

Kavit amañ un tañva a bep ton, selaouadenn vat deoc’h !

01 – Ar Bugul
02 – Deomp da Rianteg da vale
03 – Brandi Sant Iwan
04 – Gwriad hu–vreo
05 – Ar vernikenn
06 – An Tad Nedeleg
07 – Hey hey dar marchad
08 – Ar chazh koad 1
09 – Ar chazh koad 2
10 – Ar chazh koad 3