Div sizhun ‘zo ‘oa bet kla ar re vrasañ é vageal evit klokaat ar prantad bag dre lienn. Plijadur ez eus bet get an holl ! Animatourion ar greizenn o deus lakaet ar skolidi da vestroniañ o bag get c’hoarioù pedagogel lieseurt (redadegoù, cheñch bigi…). Heol hag avel sioul ‘oa ganeomp !
julien
Un devezh e park « La balade du Père Nicolas »
An 19 a viz Even, e oa bet ar skol a-bezh é tremen un devezh e park « La balade du Père Nicolas » e Pluniav. Nag a blijadur hon eus bet ! Karget e oa ar programm : loened ag ar vro pe a bell vro, c’hoarioù koad a bep seurt, kart bihan, un trampolin bras, ur manej,… Continue reading Un devezh e park « La balade du Père Nicolas »
Un devezh en Henbont
An 22 a viz gwenholoñ e oamp bet é tremen un devezh en Henbont. Da vintin e oamp krapet àr-bourzh ar vag « Korriganez ». Displeget e oa bet deomp monet en-dro ar skluzioù. Laosket e oamp bet da vleniiñ ar vag. Eskemmet hon doa ivez à ziàr an natur tro dro deomp. Goude ar… Continue reading Un devezh en Henbont
Skignadenn ar film “An alc’hwez aour”
Kinnig a ra Kuzul Skoazell skol Diwan Rianteg d’an dud da zont da welet un teul nevez ‘walc’h ( 52 mn, e brezhoneg). Sevenet gant Mikael Baudu. MERC’HER 2 A VIZ C’HWEVRER 2022 – 8H30 noz- Sal Kleweled Rianteg (tal ar skol Paol Emile Viktor) – 4 € evit skoazellañ Diwan. Un darvoud kinniget gant… Continue reading Skignadenn ar film “An alc’hwez aour”
Abadenn Nedeleg e Diwan Rianteg
D’ar gwener 17 a viz Kerzu 2021 eo bet lidet nedeleg gant Skol Diwan Rianteg. Kuzul Skoazell ar skol n’eus oazet ur sonadeg gant ar strollad « Loened fur ha foll » (Morwenn Le Normand er c’han, Rolland Konk d’ar gitar). Setu un tañva eus an abadenn bet : Bugale ar skol o deus desket kanaouennoù ar strollad… Continue reading Abadenn Nedeleg e Diwan Rianteg
“KIG HA FARZ da gas”: an distro !
Sikourit ar skol, dre zibiñ kig ha farz trankilig er gêr ! Penaos gober ? MIRIT buan ho pred A-RAOK dre bellgomz ( 06.64.18.31.76 ) pe dre bostel : skoazell.rianteg@gmail.com DAIT da dapout ho pred ar marc’had Porz-Loeiz d’ar 11 A VIZ DU etre 9eur ha 12eur. DEBRIT, m’ho peus ket c’hoant bout debret !… Continue reading “KIG HA FARZ da gas”: an distro !
CD 10 vlez Diwan Rianteg ‘zo bet embannet !!
Get ur gwir plijadur e embann Skoazell Diwan Rianteg ur bladenn CD bet krouet get bugale hor skol e 2019 evit lidiñ 10 vlez Diwan Rianteg. Ur sapre labour zo bet kaset da benn get ar vugale, evit kinnig deomp, ha d’hon divskouarn un 10 ton brav e brezhoneg. 150 skouerenn zo bet embannet, unan… Continue reading CD 10 vlez Diwan Rianteg ‘zo bet embannet !!
Rigadelez e Kerner
Aet omp da rigadelin , dimeurzh da vitin, get Benead.Plijadur hon eus bet!