Message bilingueSikourit SKOL DIWAN RIANTEG dre zibiñ kig ha farz trankilig er gêr ! Penaos gober ?– MIRIT ho pred buan dre bellgomz 06.98.95.14.93– DAIT da dapout ho pred war marc’had Porzh-Loeiz d’ar sadorn 1añ a viz meurzh etre 8eur30 ha 12eur.PRIZ : 13€ ( ur plad karget mat eo )Ha petra ‘vo evet ‘ta… Continue reading Kig ha farz diwezhañ ar goañv ! 01/03/25
Keleier
Dorioù-digor ar skol d’ar sadorn 8 a viz Meurzh 2025
Deuit da zizoloiñ penaos e ya en-dro ur skol dre soubidigezh e brezhoneg, e-kreiz Bro Porzh-Loeiz. Pediñ a reomp kerent bugale ganet e 2019 (klas ar re vras), 2020 (MS), 2021 (PS) ha 2022 (rann ar re vihan-tre) da zont da gejañ ganeomp. Dre ma ranker kregiñ gant deskiñ brezhoneg a-raok ar CP eo pouezus… Continue reading Dorioù-digor ar skol d’ar sadorn 8 a viz Meurzh 2025
Dorioù digor an 8 a viz Meurzh 2025
60 den en abadenn sinema e brezhoneg!
Nag a vugale ! Kontant omp bet o tegemer tro 60 den d’ar sadorn 25 a viz Genver, e sal kleweled Rianteg, evit skignadenn un dresadenn-vev brav, e brezhoneg. Lod ar vugale a oa a Ziwan Rianteg, Diwan an Oriant, Divyezh Lokmikaelig. Aozet e-mesk darvoudoù an Deizioù 2025, get sikour Emglev an Oriant ha ti-kêr… Continue reading 60 den en abadenn sinema e brezhoneg!
Sinema e brezhoneg !
Gant plijadur e kinnigomp deoc’h un abadenn nevez evit ar vugale d’ar sadorn 25 a viz Genver (benn 8 teiz) e sal Kleweled Rianteg !Ur super dresadenn vev evit ar vugale, unan brav ken ken ! Digoust, pedit tud ! 140 plas a zo !!Padelezh : 76 vunutenn, is titlet e galle, adalek 5 blez.… Continue reading Sinema e brezhoneg !
Bale Kanet d’ar sadorn 9/11
Deuit ‘ta d’ober un tamm dro vale ganeomp. Kaset vo ur bourmenadenn kaer kostez Kervignag ar wech-mañ, e kostez Kernours. Kaset e vo ar valeadenn get Jean-Paul Runigo, ganet amañ e tal Pont ar Boulom. Desket e vo istoerioù ar c’hornad ivez, e brezhoneg. Ganeomp e vo ivez an daou strollad kanourion Kanerhog ha Kornailh.… Continue reading Bale Kanet d’ar sadorn 9/11
Kiz ha Farz miz Du !
Sikourit SKOL DIWAN RIANTEG dre zibiñ kig ha farz trankilig er gêr ! Penaos gober ? – MIRIT ho pred buan (300 lodenn hepken) dre bellgomz ( 06 98 95 14 93 ) – DAIT da dapout ho pred àr marc’had Porzh-Loeiz d’ar sadorn 23 a viz Du etre 8eur30 ha 12eur. PRIZ : 13€… Continue reading Kiz ha Farz miz Du !
Fest noz 15 vlez ar skol !
Boum, Badadao, Bededaw !!! Un darvoud nevez e Bro an Oriant! Laouen omp da ziskleriañ d’an holl krouidigezh ur fest nevez, amañ àr an Douar Santel e Bro Porzh-Loeiz : aozadur kentañ Fest Noz Bededaw / Diwan. Ra ma talc’ho pell amzer an darvoud-se : Venniñ a raomp gober ag ar “Bededaw Noz”-mañ un darvoud… Continue reading Fest noz 15 vlez ar skol !
Yaouakiz er Vro : ur vrav a abadenn evit an dro gentañ !
Gourc’hemennoù bugale ! Ar raktres oa livet, leun a veudjon, brezhonek ! Ha graet mat eo bet ! Yaouankiz er Vro petra eo ? Bugale ar skolioù Diwan, divyezheg puklik ha prevez Divaskell o tibunañ e barzh dibunadeg vras Gouel ar Gelted en Oriant. Kaset da benn gant ar strollad Kraaz hag Élodie Jaffré, edont… Continue reading Yaouakiz er Vro : ur vrav a abadenn evit an dro gentañ !
Diwan war Emvod ar Gelted en Oriant e 2024!
Ar bloaz-mañ c’hoazh e vo gwelet ar Skolioù Diwan war Gouel meur ar Gelted en Oriant etre al lun 12 hag ar sul 18 a viz Eost. Meur a skol zo bodet evit aozañ ar stand vras-mañ : Skol Diwan An Oriant, Rianteg, Banaleg, Kemperle, An Alre, Baod ha raktres nevez Skol Diwan an Henbont.… Continue reading Diwan war Emvod ar Gelted en Oriant e 2024!
