Bededaw – fest ar paledoù hag ar sonerezh elektro e Lokmi

Nag ur blijadur evit Kuzul Skoazell Diwan Rianteg da gemer perzh en ur gouel a seurt se. Da greisteiz e groge gant sonerion ha kanerion breton, sonerezh elektronek ha so,adegoù a hed an deiz da c’houde. 40 skipailh er tournamant paledoù !

Kêriadenn ar standoù – @KADS Gwhilhom er Borgn

Skol Diwan Rianteg a ginnige ur stand er marc’had artizanel evit flapiñ gant familhoù dedennet gant ar brezhoneg. Tro hon eus bet da gomz eus raktres skol Diwan an Henbont gant meur a hini.

Gwerzhet eo bet levrioù e brezhoneg war ar stand, ur stal pesketa oa evit ar vugale ivez.

Tañva d’ar brezhoneg gant Maxime Crahé – @KADS-Gwilhom er Borgn
Sonerezh Elektro betek hanternoz ! – @KADS-Gwilhom er Borgn
Tournamant skateboard – @KADS – Gwilhom er Borgn
Tournamant paledoù- @KADS – Gwilhom er Borgn