Gwener 22/05 – Dorioù digor Skol Diwan Rianteg, etre 5e ha 7eur d’enderv.
Deuit da zizoloiñ penaos e ya en-dro ur skol dre soubidigezh e brezhoneg, e-kreiz Bro Porzh-Loeiz.
Pediñ a reomp kerent bugale da zont da gejañ ganeomp. Aze vo ar skipailh pedagogel hag ar gerent evit eskemm ganeoc’h a-ziar mont-en-dro ar skol, perzhioù dibar Diwan, …
Ur merenn vihan a vo, krampouezh ha gaufrez vo desket da fardañ gant neb a gar.
Muioc’h a ditouroù hag emgavioù :
Tél. : 02 97 84 50 63 / 07 71 39 70 41 (gwelloc’h tremen dre an niverenn hezoug mar plij ganeoc’h).
Postel : skol.diwan.rianteg@gmail.com
Chomlec’h : 4 Impasse des écoles, 56670 Riantec
