Daet eo an Tad Nedeleg !!!

Tremenet eo an tad Nedeleg da gas deomp lan a brofoù : un teirrodeg, c’hoarioù taol, c’hoarioù evit ar porzh… Nag a chañs hon eus !

Arvest « AR GWENAN »

Ar yaou 1 a viz An Azvent e oa bet bugale ar skol a-bezh é sellet doc’h an arvest « Ar gwenan », kanniget e sal ar 4 avel get Emglev Bro An Oriant, c’hoariet get Morwenn Le Normand ha Roland Conq. Goude-se, hon doa debret ur pik-nik er skol. Nag a blijadur a zo bet !