Un devez kaer e “Balade du Pere Nicolas” !

D’ar lun 19 a viz Even e oa bet holl skolidi Diwan Rianteg da bourmenn, da c’hoari ha da zebriñ ur pik nik e “Balade du Père Nicolas”. Ur parc evit an avañtur kenkoulz eget evit dizoleiñ an natur eo. Ar vugale o deus desket bocad traoù diwar benn an evned da skouer. Plijadur vras zo bet e-kerzh an deiz.