Abadenn nedeleg e Diwan Rianteg

D’ar gwener 17 a viz Kerzu 2021 eo bet lidet nedeleg gant Skol Diwan Rianteg. Kuzul Skoazell ar skol n’eus oazet ur sonadeg gant ar strollad « Loened fur ha foll » (Morwenn Le Normand er c’han, Rolland Konk d’ar gitar). Setu un tañva eus an abadenn bet :

Bugale ar skol o deus desket kanaouennoù ar strollad e-kerzh an trimiziad tremenet, ha deuet e oa ivez an arzourien er skol da labourat gant ar skolidi.

Un abadenn vrav, digoust evit an dud, a drugarez da sekour Skoazell Rannvro Breizh, dre ar Gip Kafe-Kultur a bae ul lodenn eus gopr an arzourien. Pouezhus e oa deomp derc’hell kousto pe gousto un abadenn sevenadurel evit ar re yaouank, daoust d’an enkadenn yec’hedel. Ha deuet eo brav !

Ar skolioù Diwan a zo skolioù lec’h ma reer ur plas ledan da sevenadur Breizh, d’ar c’hrouiñ dre vras, d’ar c’han, d’ar c’hoariva, d’an abadennoù lieseurt pe vefe er skol pe kinniget gant Kuzul Skoazell ar Skolioù… Sell aze c’hoazh un abeg d’ober ton d’ar sevenadur, d’ar brezhoneg, e-maez an amzer skol avat.

Adkavit CD loened fur ha foll da brenañ amañ : https://boutik.mignoned.bzh/fr/s/pack-naissance-idee-cadeau/

Adkavit an tonioù e streaming pe dre bellgargañ : https://www.deezer.com/fr/album/43068941

Tonioù Morwenn ha Rolland da selaoù aze ivez : https://www.youtube.com/watch?v=03SnY0C5I8g