Skol Diwan Rianteg

E 2009 e oa bet digoret Skol Diwan Rianteg. Ur skol-vamm ha kentañ derez eo. Kevredik, laik, digoust ha digor d’an holl eo. Degemeret ‘vez bugale ar familhoù, tomm o c’halon ouzh un deskadurezh divyezheg a-feson (brezhoneg ha galleg), digor war ar bed ha tost d’o gwrizioù.

Krouet e oa bet Diwan e 1977. Skoliataet e vez enni 4063 bugel e 56 skol, eus ar skol-vamm betek al lise.

Heuliet e vez programmoù an Deskadurezh Stad gant un atoud ouzhpenn, prenañ skiant un eil yezh dre ar soubidigezh.

Skol Diwan Rianteg a zegemer 36 bugel (bloavezhiad skol 2022-23) o tont eus Rianteg hag ar c’humunioù tro-dro, eus ar re vihan 1 betek ar CM2.

Tennañ gounid a ra eus servijoù an ti-kêr evel ar skolioù all: kantinenn, diwallerezh, levraoueg, kentelioù poull-neuial, tachenn sport… Urzhiaterezioù a zo er skol.


Les derniers articles :